Tess zo ur film-drama gall-saoz, sevenet gant ar filmaozour gall-polonat Roman Polanski, hag a oa deuet er-maez d'an 31 a viz Here 1979 e Bro-C'hall[1]

Azasaet e oa bet ar senario gant Roman Polanski, Gérard Brach ha John Brownjohn diwar ar romant saoznek Tess of the d'Urbervilles: A Pure Woman Faithfully Presented (1891) gant ar skrivagner saoz Thomas Hardy. Savet e oa bet Tess gant Polanski e koun e wreg, an aktourez stadunanat Sharon Tate : lezet he devoa al levr evitañ, war dal he gwele, a-gevret gant un notennig o tisplegañ e rafe ur film eus an dibab ha plijout a rafe dezhi kaout roll Tess. Drouklazhet e voe en he zi, hi hag ar babig a zouge, gant izili eus The Manson Family renet gant Charles Manson, d'an 9 a viz Eost 1969.

Bet kroget d'an 31 a viz Gouere, ar film kant pemp munutenn ha pevar-ugent e badelezh a oa bet troet betek hanter miz Here 1978 e kastell Beaumanoir-Eder[2] (Al Leslae, (Aodoù-an-Arvor)), e Lokorn hag e Montroulez peurgetket. Lec'hiad meurvaenek Stonehenge a oa bet adsavet e Morienval (Oise).

An danvez kemmañ

E Bro-Saoz, e dibenn an naontekvet kantved : goude bezañ klevet gant ar menajer Durbeyfield e tiskenn-eñ eus lignez uhel ar re d'Urberville e kas e verc'h henañ Tess dezho. A-boan m'eo-hi kemeret da vatezh gant ar varonez kozh ez eo brazezet gant e vab, Sir Alec : distreiñ a ra da di he zud enta, e-lec'h ma ya e vab da Anaon, un nebeud amzer goude. Lakaet da vicherourez en un ti-laezh e ra anaoudegezh gant Angel Clare a gouezh e karantez gantañ. Eurediñ a reont hep n'he dije kalon a-walc'h da anzav hec'h amzer-dremenet dezhañ kent. Koulskoude, da noz o eured, e teu a-benn Tess da ziskuliañ ar wirionez d'he gwaz : hag eñ, feuket ha dic'hoanag, da vont kuit da Vrazil. E c'hortoz a ra Tess e-pad bloavezhioù a-raok plegañ da zimeziñ da Sir Alec. Hag un deiz e tistro Angel : piket e vez kalon Tess gantañ bepred ha lazhañ a ra he gwaz kent tec'hel kuit gant Angel. Hag int-i da gantren du-mañ ha du-hont, oc'h anavezout ur prantad bennak a levenez a-raok bezañ harzet gant ar polis...

Roll ar gomedianed kemmañ

Goproù kemmañ

Un nebeud goproù a voe tapet gant Tess da-geñver lid ar Césars e 1980 :

  • gwellañ film,
  • gwellañ filmaozour, bet deroet da Roman Polanski,
  • gwellañ skeudenniñ, bet deroet da c'hGhislain Cloquet.

Un nebeud goproù a voe tapet gant Tess da-geñver lid an Oscars e 1981 :

Notennoù kemmañ

  1. D'an 12 a viz Kerzu 1980 er Stadoù-Unanet.
  2. Er c'hastell-man e oa bet troet ivez ar film Je suis le seigneur du château gant Régis Wargniez e 1979.