Jean Jan
Jean Jan, ganet d'ar 15 a viz Mezheven 1772 e Baod ha marv d'ar 24 a viz à Melrand, a oa e penn chouanted Melrant da gourz an Dispac'h gall. Letanant Georges Cadoudal e oa.
Jean Jan | |
---|---|
Tresadenn gant Yves Daniel | |
Ganedigezh | 15 a viz Mezheven 1772 Baod |
Marv | 24 a viz Mezheven 1798 Melrand |
Broadelezh | Gall Breizhat |
Feilzleunder | Chouan |
Renk | Koronal |
Gourc'hemenn | Lejion Melrand |
Emgannoù | Chouanerezh |
Buhez
kemmañJean Jan a oa ganet e kêriadenn Jugon, e kumun Baod, d'ar 15 a viz Mezheven 1772. Desavet e oa bet e skolaj Gwened (daet hiriv da vout skolaj Jules Simon) da 13 vlez.
Diagon a oa pa grogas an Dipac'h. Distroiñ a raas da Vaod evit sevel ur bagad chouanted a dolpe 8 kumun. Bras e oa e-keñver tud e vare (1,79 m), Jean Jan a oa kistin-sklaer e vlev, glas a zaoulagad ha togn e fri. Kreñv e oa, speredek ha bliv ha youlek-bras e kement tra a gase da benn.
Pa oa Letanant Jorj Kadoudal, e oa bet lodek e dilestradeg Kiberen e 1795. Koronal a oa a-benn eno. Beviñ a rae Jean Jan ha Claude Lorcy, lezanvet "an hani didrec'h" e kabanennoù etre Kerlev ha Koad-Sulan, en ur park anvet Denigenn.
Ur bagad "soudarded glas" a Bondi, 22 greunader hag ur jandarm ennañ a yaas da Velrant d'ar 24 a viz Mezheven 1798. An aotrou Duparc, person Melrant, ha kuzhet e kêr Norgle a esaeas lâret dezhe, sikouret e voe get Fanchon ar Saoz hag a oa daet d'an oferenn e chapel Sant Laorañs. Re ziwezhat e oa siwazh. Fañchon ar Saoz danvez pried Jean Jan genidik a g-Kerlev a oa bloñset kreñv en he morzhed dehoù. Lazhet e voe Jean Jan hag e gamarad en emgann taer goude-se.
Kaset e voe korf Jean Jan da Bondi ha diskouezet a-skourr doc'h mur an ospital e-pad tri deiz. Douaret eo bet en ur lec'h kuzh e Pondi. Lorcy a voe douaret e chapel Sant Turiav e Bartelame.
Fañchon ar Saoz a chomas kamm he buhez-pad. Beviñ a raas betek 88 vlez ha mervel a raas e Kerlev Melrant.
Tiegezh
kemmañDoc'h ar pezh a seblant n'en dehe ket bet a vugale, marse en arbenn ma faote dezhañ glouestriñ e vuhez da Zoue.
Kanenn
kemmañSetu ur werz kompozet en enor da Jean Jan hag embannet àr lec'hiad Dastum, serret get Loeiz ar Bras er blezioù 1960.
Da houil Iehann dé aveid dé
Da houil Iehann dé aveid dé
Ha jandarmed Baod ar valé
Ti la rou la lir lir
Ti la la ti la rou lan lir, Ti la rou lan la
Ha ré Pondi e oé eùe,
‘Paréz Melrand kosté Kerlé.
"Bonjour doh hui groagé Melrand,
Ne huès chet guélet er chouan ?"
"Chetu en eih dé treméned
N’ès chet guéled chouan erbet."
"Geù e laret, groagé Melrand,
Kèr déh hui poé gi hoah guéled."
Fanchon er Saoz ‘dès achaped
De avertiss er chouaned :
"Paotred, achapet mar karet,
Kèr ariù er soudarded."
Marù é Jean Jan ha Lavinci,
Ha veint ket kaset da Bondi.
E mant duhont ér bounaleù
Goèd édandé a bouladeù.
Lavinci ‘gost ma oé ur braù,
‘Zo intèred é Sant Derhiaù.
Chervij e hrei é relègeù
De frotein er chapelèteù.