Lanyugon

kumun kozh Aodoù-an-Arvor


Lanyugon[2] a oa ur gumun eus kanton Plened-Yugon, e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh. Penn kanton e oa betek 2015.

Lanyugon
Iliz katolik Itron-Varia.
Iliz katolik Itron-Varia.
Ardamezioù
Anv gallaouek Jugon
Anv gallek (ofisiel) Jugon-les-Lacs
Bro istorel Bro-Sant-Brieg Bro-Sant-Brieg
Bro-Sant-Maloù
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Dinan
Kanton Lanyugon (betek 2015)
Plened (abaoe 2015)
Kod kumun 22084
Kod post 22270
Maer
Amzer gefridi
Roger Aubrée
2014-2015
Lec'hienn Web http://www.jugon-les-lacs.com
Poblañsouriezh
Poblañs 1 817 ann. (2013)[1]
Stankter 97 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 24′ 36″ Norzh
2° 19′ 15″ Kornôg
/ 48.41, -2.320833333
Uhelderioù kreiz-kêr : 30 m
bihanañ 17 m — brasañ 116 m
Gorread 26,15 km²
Lec'hiañ ar gêr
Lanyugon

Bodet e oa gant Doloù d'ar 1 a viz Genver 2016 d'ober ur gumun nevez: Lanyugon-Kumun-Nevez.

Ardamezioù

kemmañ
  En erminig, e gastell en gul digoret ha goulaouet en sabel.

Douaroniezh

kemmañ
  • Al lenn zo 200 hektar dindani. Div stêr a dremen e Lanyugon : ar Rosette hag an Argenon. Gwarezet eo ar gêr ouzh ar beuzioù gant daou stankell, hini ar « Chaoser vihan » hag hini ar « Chaoser vras ».
  • Krog e voe savidigezh ar c'hastell er XIvet kantved gant Eudes kont Pentevr moarvat. Krouet e voe ar prioldi er XIIvet kantved. Roet e voe dourioù d'ar menec'h gant Olier Dinan. Disec'het e voe ar geunioù, savet e voe milinoù gant ar gouerien.
  • E Roazhon, Begerel, Brest ha Lanyugon e veze skoet o moneiz aour hag arc'hant gant Duged Breizh er XIIvet kantved.
  • Savet e voe ar « Chaoser vihan » hag hini ar « Chaoser vras » e 1230 war gourc'hemenn Dug Breizh Pêr 1 evit krouiñ lennoù artifisiel (Lenn Lanyugon hag ar « stank vihan ») tro-dro d'ar c'hastel evit gwareziñ anezhañ, hag evit ar peskvagerezh, ar milinoù hag ar givijerezh. Lenn Lanyugon ha stankell ar Chaoser vras a zo ouzhpenn 800 bloaz eta. Disec'het e voe ar « stank vihan » e 1848.
  • Taget e voe ar c'hastell gant Beltram Gwesklin evit Charlez V (Bro-C'hall) e-pad Brezel hêrezh dugelezh Breizh.
  • E 1420 e voe urzhiet gant ar dug Yann V ar Fur distrujañ ar c'hreñvlec'h.
  • E 1616 e voe urzhiet gant Breujoù Breizh distrujañ da vat kastell Lanyugon. Gant mein eus ar c'hastel e voe savet Hôtel Sevoy gant Charles Lebecs evit ul lodenn da nebeutañ moarvat.
  • Mervel a reas naontek gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 3,85 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
  • Mervel a reas daou vilour.

Kumun nevez

kemmañ

Monumantoù, danframmoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz katolik Itron-Varia.
  • Monumant ar re varv.
  • Ar garrbont 257 metr a hirder savet etre 1980 ha 1981.
  • Labourioù war ar chaoser goude ar beuzioù.
  • Dont a reas ar gumun da vezañ kêr vihan neuziet-kaer e 1976, ha goude kêr c'hlas ha kêrig bokedet.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn [5].
  • Gwerenn-livet ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost [6].
  • Monumant ar Rezistañs, luc’hskeudennoù[7].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ

Sevenadur ha sport

kemmañ
  • Krouet e voe « La Jugonnaise » ar c'hlub mell-droad e 1936, al levraoueg e 1959 ha kelc'h keltiek « La Rozargue » e 1971.

Gevelliñ

kemmañ

  Lenzkirch (Alamagn) (Baden-Württemberg)

Tud brudet

kemmañ

Tud bet ganet eno

kemmañ
  • 1345 : Yann Iañ (Châtillon), Kont Pentevr ha Beskont Lemojez
  • François Ollivier-Martin, istorour ar c'horn-bro
  • Jean Robieux, klasker skiantel
  • Joël Leboucher (1943-2011), livour ha kizeller, bet krouet gantañ ar genstrivadeg livañ « Livioù Breizh »

Tud bet marvet eno

kemmañ

Tud ha loened bet gweladennet ar barrez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

kemmañ