Jeune Garde antifasciste
Ar Jeune Garde antifasciste (pe Jeune Garde ent-berr) zo anv un aozadur enepfaskour gall eus an tu kleiz pellañ, krouet e 2018. Alies e vez rebechet d'an aozadur bezañ feuls ha tost d'al luskadoù a-du gant ar stourm palestinian met enepyuzev.
Deiziad krouiñ | Genver 2018 |
---|---|
Stad | Frañs |
Political alignment | tu-kleiz pellañ |
Krouet gant | Raphaël Arnault, Safak Sagdic |
Istor
kemmañAr Gward Yaouank enepfaskour a oa bet krouet e miz Genver 2018 e Lyon. Ouzhpenn Lyon e oa bet krouet ur skourr e Strasbourg e 2019, hag e 2020 ur skourr all e Pariz. E 2021, skourroù lec'hel a zo e Lille ha Montpellier. Simbol pennañ ar strollad a zo teir bir war-zu an traoñ a-gleiz, evit ober dave da Kevrenn Frañs Etrebroadel ar vicherourien. Pennoù ar strollad eo Raphaël Arnault ha Safak Sagdic.
Ideologiezh
kemmañUn aozadur eus an tu kleiz pellañ eo ar Gward Yaouank Enepfaskour, hag a embann bezañ anarkour ha frankizour kement hag enepfaskour. Embann a ra bezañ a-enep ar ouennelouriezh, an diforc'hidigezh enep LGBT hag evit difenn gwirioù ar minorelezhioù.
Tost eo Raphaël Arnault (Raphaël Archenault e anv gwir), penn ha degemenner kozh an aozadur, ouzh Jean-Luc Mélenchon hag ar re LFI/Insoumis betek bezañ pedet ganto er Vodadenn Vroadel c'hall evit komz a-zivout ar sponterezh eus an tu dehoù pellañ[1].
Dilennadeg kannaded Bro-C'hall 2024
kemmañRaphaël Arnault a zo war ar renk evit dilennadeg kannaded Bro-C'hall 2024, n'eo ket e Lyon met er Vaucluse[2] en anv an Talbenn ar Bobl Nevez ha gant harp LFI, ar pezh en doa hegaset ar sokialourien lec'hel[3]. Ar re-se o devoa kinniget ur c'handidad, Philippe Pascal, a zo bet trec'het hag en deus galvet da votiñ evit Raphaël Arnault a-benn ar fin oc'h embann e oa-eñ "ur c'handidad a galite"[4] En eil tro e voe enebet neuze ouzh Catherine Jaouen eus ar Rassemblement National[5]
Rebechoù
kemmañRebechoù lies a vez graet d'an aozadur evel bezañ feuls ha broudañ d'ar feulster[6], kaout izili enep LGBT ha betek gouennelour[7]. Teir fichenn S a zo war Raphaël Archenault evit feulster ha broudañ d'ar feulster[8].
Aferioù
kemmañHervez Le Canard enchaîné, eizh ezel eus an aozadur a zo bet harzet e penn kentañ miz Gouhere 2024, evit un dagadenn enepyuzev war ur paotr 15 vloaz pa soñjent e oa-eñ ezel eus un aozadur feuls yuzev, al Ligue de défense juive[9][10]. Laosket int bet da vont gant un evezh lezennel war o chouk da c'hortoz e vefe barnet an afer[11]. Ar strollad evit en em zifenn a embann "n'eus ket bet oberioù enep-yuzev gwech ebet gant an izili".
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (fr) Compte rendu de la première séance du lundi 03 avril 2023. Assemblée Nationale (2024).
- ↑ (fr) Diane Sprimont, "Législatives 2024 : le débat entre Raphaël Arnault et Catherine Jaouen, candidats dans la 1re circo du Vaucluse", France Bleu, 3 a viz Gouere 2024
- ↑ (fr) "Législatives 2024 : face au controversé LFI Raphaël Arnault, "c’est nous qui avons la légitimité de nous présenter", estime la maire PS d'Avignon", France Info, 19 a viz Even 2024
- ↑ (fr) Damien Frasson-Botton, "À Avignon, le dissident éliminé et l'antifa Raphaël Arnault (NFP-LFI) s'affichent main dans la main face au RN", La Provence, 2 a viz Gouere 2024
- ↑ (fr) Mélanie Ferhallad, "Législatives : Catherine Jaouen fera face à Raphaël Arnault dans la 1ère circonscription de Vaucluse", La Provence, 1 a viz Gouere 2024
- ↑ (fr) Robin Nitot ha Mayeul Aldebert, "La «Jeune Garde» : qui se cache derrière le groupuscule d'ultragauche adepte des actions violentes ?", Le Figaro, 16 a viz Mae 2024
- ↑ (fr) Laurette Duranel, "Lyon. Insultes islamophobes, transphobes et violences : les antifascistes se déchirent", actu.fr, 14 a viz Even 2021
- ↑ (fr) Étienne Baudu, "Les infos de 6h - Fiché S, un candidat aux législatives réplique : "Qu'on me sorte les condamnations", RTL, 19 a viz Even 2024
- ↑ (fr) Samuel Laurent, "Soupçons d’antisémitisme : huit militants de la Jeune Garde mis en examen après l’agression en réunion d’un mineur « en raison de la race, de l’ethnie, ou de la religion »", Le Monde, 3 a viz Gouere 2024
- ↑ (fr) Emmanuelle Ducros, "Facho, pas facho, on s’y tromperait", L'Opinion, 3 a viz Gouere 2024
- ↑ (fr) Romain Blanchard, "Huit militants de la Jeune Garde antifasciste suspectés d’agression antisémite : ce que l’on sait", Ouest France, 3 a viz Gouere 2024