Job, anv arzour André Jobin, bet ganet d'ar 25 a viz Here 1927 e Delémont ha marvet d'an 8 a viz Here 2024 e Nimes, a oa ur senarioour bannoù-treset a orin eus Bro-C'hall ha Suis.

Brudet eo dreist-holl evit bezañ bet krouet gant Derib an heuliad evit ar re yaouank Yakari.

Gant Keit Vimp Bev ez eus bet troet un toullad eus albomoù Yakari e brezhoneg.

Buhezskrid

kemmañ

Orinoù ha studioù

kemmañ

Ganet e oa bet André Jobin d'ar 25 a viz Here 1927 e Delémont, e kanton Bern d'ar mare-se. Divvroadel gall-ha-suis e oa, hag a orin eus Saignelégier, e distrig ar Franches-Montagnes e Republik ha kanton Jura bremañ.

Diplomet eo bet e Skol-veur Lille e Belgia evit ar c'hazetenniñ hag e Ensavadur Skiantoù Sokial ha Politikel, e Lille ivez.

Buhez vicherel

kemmañ

Kazetenner eo bet evit meur a vedia, dreist-holl evit ar gelaouenn Pays eus 1953 da 1958, koulz hag evit ar c'hazetennoù Journal de Montreux ha Construire, goude c'hwitadenn ar sizhunieg Samedi-Jura e 1959. E 1964 en doa krouet ar gelaouenn Le Crapaud à Lunettes evit ar skolidi : 421 niverenn a zo bet embannet gantañ e-unan.

E 1967 e krouas gant an tresour Derib an heuliad fentus Pythagore, ma embannas e-unan daou albom e dibenn an dekvloaziad. E 1969 e vo krouet Yakari ganto o-daou : un heuliad bannoù-treset o kontañ istor un Indian bihan eus Norzhamerika, goude dizoloadenn Amerika gant Europiz hag a-raok aloubadeg ar C'hornôg. Buan e reas berzh gant an heuliad-se. Dilezel a reas e blas senarioour goude an 39vet albom, bet embannet e 2016.

E 1974 e krouas ar gelaouenn viziek Yakari ha ren a reas anezhi e-pad ugent vloaz. E vab eo a renas war e lerc'h betek fin ar gelaouenn e dibenn 1995.

Hentad politikel

kemmañ

André Jobin a oa ezel eus ar Mouvement autonomiste jurassien.

Buhez prevez

kemmañ

Dimezet e oa Job d'ur vaouez eus Bro-C'hall, bet ganet Enderlin, ha tad da bevar bugel. Adalek ar bloavezh 2000 e oa bet o vevañ e Nimes, goude bezañ bet o chom en Évian-les-Bains hag er Riviera vaudoise.

André Jobin a varvas d'an 8 a viz Here 2024 e Nimes d'an oad a 96 vloaz.

Prizioù

kemmañ
  • 1983 : Priz ar Yaouankiz, a-gevret gant Derib, evit Yakari [1]
  • 1991 : « Mestr enor » gouel Sierre evit e holl labourioù.
  • 2006 : Priz ar yaouankiz 7-8 vloaz, a-gevret gant Derib, e Gouel Angoulême evit 31 albomYakari.

Notennoù

kemmañ
  1. Thierry Groensteen et collectif (2003). Primé à Angoulême : 30 ans de bande dessinée à travers le palmarès du festival, Éditions de l'An 2. ISBN 2-84856-003-7.