Joe Brown’s pike (brezhoneg: Goaf John Brown) a veze graet eus ur goaf evel ar re implijet e-pad an Henamzer, met a zo bet implijet gant soudarded lu Stadoù Kengevreet Amerika e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Ar mennozh a oa bet kavet gant ar gouarnour John Brown eus Georgia, alese anv an arm-se.

Joe Brown’s pike
Ur goaf, un arm simpl da sevel ha marc'had-mat

E 1862, gouarnour Georgia, Joe Brown en devoa goulennet ouzh goved e stad sevel war-dro 10 000 goaf[1] evit armañ e soudarded. Pal pennañ ar gouarnour a oa dont a-benn da reiñ ur goaf da bep paotr eus e Stad, dre ma vanke fuzuilhoù.

Implij

kemmañ

An implij raksoñjet gant ar gouarnour Joe Brown[2] ne oa ket ur vogeriad goafoù douget gant e soudarded evel e mare an Henamzer. Ar soñj a oa un implij evel arm-dorn a-dost dre ma rofe muioc'h a bellder d'an implij evit na oa gant ar baionetezoù. Hervez e selloù en devoa komprenet ne c'hellfe ket ar Stadoù Kengevreet trec'hiñ gant doareoù reizh ar brezel. Soñj ar gouarnour a oa lakaat padout ar brezel ar pellañ ar gwellañ evit ma vefe rediet an Unaniezh da baouez gant ar brezel ha da reiñ e zieubidigezh d'ar Su. Ur wech deuet an Union Army e tiriadoù ar Su e vefe taget gant an holl dud a c'helle stourm ha neuze dre heug ha kolloù ramzel e c'houlennfe un arsav-brezel daoust dezho bezañ niverusoc'h ha kalz galloudusoc'h e-keñver armoù.

Un taol kleze en dour

kemmañ

E-pad ar c'hentañ brezel greantel gant armoù a c'helle tizhout an dud betek meur a gilometr e seblante iskis da vat gwelet tud armet gant armoù eus an Henamzer. 7099 eus ar goafoù-se a voe savet e-pad ar brezel met hini ebet ne voe implijet war un dachenn emgann.

Ur brouenn eo hiziv-an-deiz eus ar spered derc'hel betek penn a oa gant tud ar Su er brezel diabarzh.

 
Holding the Line at All Hazards gant Gilbert William Gaul. Un daolenn awenet gant spered an derc'hel betek-penn gant Lu Stadoù Kengevreet Amerika

Liammoù diavez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ