John Sedgwick
John Sedgwick, bet ganet d'an 13 a viz Gwengolo 1813 hag aet da Anaon d'an 9 a viz Mae 1864, a oa ur c'helenner, ofiser a vicher ha jeneral en Union Army e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Gloazet e oa bet teir gwech e-pad Emgann Antietam e penn e zivizion en un argadenn c'hwitet, ha n'en doa ket gallet kemer perzh en Emgann Fredericksburg. Dindan e urzhioù, ar VIvet Korfad a oa bet a-bouez e-pad Kampagn Chancellorsville, er stourm a-enep an nerzhioù kengevreet en Eil emgann Fredericksburg hag Emgann Salem Church. E gorfad a oa erruet da ziwezhañ war dachenn Emgann Gettysburg ha ne reas ket kalz traoù eno.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Lealded | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | John |
Anv-familh | Sedgwick |
Deiziad ganedigezh | 13 Gwe 1813 |
Lec'h ganedigezh | Cornwall |
Deiziad ar marv | 9 Mae 1864 |
Lec'h ar marv | Spotsylvania County |
Lec'h douaridigezh | Cornwall Hollow Cemetery |
Micher | ofiser |
Bet war ar studi e | United States Military Academy |
Deroù ar prantad labour | 1837 |
Komzoù diwezhañ | They couldn't hit an elephant at this distance! |
Grad milourel | major jeneral |
Brezel | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet |
Skour lu | Union Army, United States Army |
Military casualty classification | Killed in action |
Sedgwick a voe lazhet gant ur mailh-tenner e-pad Emgann Spotsylvania Court House d'an 9 a viz Mae 1864. Deuet e oa neuze dres a-us d'ar major jeneral James B. McPherson, ar major jeneral Joseph K. Mansfield, ar major jeneral John F. Reynolds (4 a viz Gouhere 1863, emgann Gettysburg) an ofiser uhelañ en istor Stadoù-unanet Amerika e-pad ar brezel diabarzh stadunanat. Brudet mat eo chomet e frazenn ziwezhañ: "They couldn't hit an elephant at this distance." (ne c'hellfent ket tizhout un olifant keit-se".