Jorge Amado
Jorge Amado (10 Eost 1912 - 6 Eost 2001) a oa ur skrivagner eus Brazil.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Brazil |
Anv e yezh-vamm an den | Jorge Leal Amado de Faria |
Anv-bihan | Jorge |
Anv-familh | Amado |
Deiziad ganedigezh | 10 Eos 1912 |
Lec'h ganedigezh | Itabuna |
Deiziad ar marv | 6 Eos 2001 |
Lec'h ar marv | Salvador da Bahia |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | cardiac arrest |
Breur pe c'hoar | James Amado |
Pried | Zélia Gattai |
Yezh vamm | portugaleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | portugaleg Brazil, portugaleg |
Yezh implijet dre skrid | portugaleg Brazil |
Micher | skrivagner, kazetenner, barzh, romanter, politiker |
Karg | federal deputy of São Paulo |
Bet war ar studi e | Federal University of Rio de Janeiro Faculty of Law |
Lec'h annez | Salvador da Bahia |
Lec'h labour | Fundação Casa de Jorge Amado |
Deroù ar prantad labour | 1931 |
Relijion | dizoueegezh |
Oberenn heverk | Gabriela, Clove and Cinnamon, Dona Flor and Her Two Husbands, Tieta, Captains of the Sands, Tereza Batista: Home from the Wars |
Luskad | modernism, magic realism |
Ezel eus | Brazilian Academy of Letters, Academy of Arts, Berlin |
Levezonet gant | Machado de Assis |
Lec'hienn ofisiel | http://www.jorgeamado.com.br/ |
Ganet e voe en un atant bras e-kichen Itabuna, e kreisteiz stad Bahia ha tremen a reas e yaouankiz e porzh Ilhéus, er stad-se ivez. Adalek 1930 betek 1934 e studias ar gwir e skol-veur Rio de Janeiro. E romant kentañ, O país do carnaval, a voe embannet e 1931, pa oa 18 vloaz. E-pad e studioù e tommas ouzh mennozhioù ar gomunourien. Goude ne zeuas ket da vezañ gwiraour, met en em lakaat a reas da labourat evel kazetenner.
Abalamour d’e vennozhioù e voe harzet Jorge Amado meur a wech. E 1941 e rankas kuitaat Brazil. Repu a gavas en Arc'hantina hag en Uruguay ; e 1945 e tistroas d’e vro ha dilennet e voe d’ar vodadenn vonreizhañ, en anv Strollad Komunour Brazil (PCB), Tri bloaz diwezhatoc’h avat ez eas kuit adarre, war-zu Europa ar wech-se. Bevañ a reas e Bro-C'hall hag e Tchekoslovakia . Distreiñ a reas da Vrazil e 1952.
Dilezel a reas e obererezh politikel neuze evit plediñ gant al lennegezh hepken. En e skridoù kentañ e kave abeg er gevredigezh vrazilat. Adalek ar bloavezhioù 1950 e tilezas an temoù-se : goap ha fent, erotegezh ha boazioù relijiel ar bobl a gaver mesk-ha-mesk en e skridoù, ma taolenn buhez ar re baour en deus anavezet e proviñs Bahia. Kalz eus e levrioù zo bet graet filmoù diwarno.
Loreet e voe e obererezh skrivagner gant medalennoù e meur a vro : e 1984 e oa bet anvet da gomandour el Lejion a enor, gant ar prezidant gall François Mitterrand. Resev a reas ivez ar Priz Stalin evit ar Peoc’h, e 1951, ar priz Camões, ar priz pouezusañ e bed al lennegezh portugalek, e 1994, ha meur a briz all c’hoazh.
Oberennoù
kemmañ- O país do carnaval (romant, 1931)
- Cacau (romant, 1933)
- Suor (romant, 1934)
- Jubiabá (romant, 1936)
- Mar morto (romant, 1936)
- Capitães de areia (romant, 1937)
- O Cavaleiro da Esperança (Buhez Luís Carlos Prestes) (1942)
- Terras do sem fim (romant, 1943)
- São Jorge dos Ilhéus (romant, 1944)
- Gabriela, cravo e canela (romant, 1958)
- Os velhos marinheiros (romant 1961)
- Os pastores da noite (romant, 1964)
- Dona Flor e seus dois maridos (romant, 1966)
- Tenda dos milagres ) (romant, 1969)
- Tereza Batista, cansada da guerra (1972)
- Tieta do Agreste (romant, 1977)
- Tocaia Grande (romant, 1985)
- O sumiço da santa (romant, 1988)
Filmoù
kemmañFilmoù zo bet graet diwar darn eus e romantoù
- Os pastores da noite
- Dona Flor e seus dois maridos. Er film se e klever ar ganaouenn O Que Será?, savet gant Chico Buarque