Justina
Justina a oa un impalaerez roman, eil gwreg Valentinian Iañ.
Merc'h e oa d'ur gouarner eus Italia. He zad Ela Justus a oa koñsul Picenum en amzer Constantius II.
Dimezet e voe, ha hi yaouankik c'hoazh, da Flavius Magnus Magnentius, impalaer eus an 18 Genver 350 d'an 11 Eost 353 ; ne oa bet bugel ebet, re yaouank e oa Justina c'hoazh.
Mignonez e oa da Varina Severa, kentañ gwreg an impalaer Valentinian Iañ, a oa bamet gant he c'hened. Ha gwreg an impalaer da gontañ d'he fried pegen koant e oa he mignonez Justina. Ha kerkent Valentinian eurediñ Justina. Pa nac'has terriñ an dimez gant Marina, mamm e vab, e lakaas embann ul lezenn nevez hag a aotree ur gwaz da gaout div wreg. Dre-se e c'hallas kemer Justina da eil gwreg, gant asant Marina Severa.
Pevar bugel he devoe Justina gant Valentinian Iañ : ur mab, Valentinian II, ha teir merc'h : Justa, Grata ha Galla.
Justina he deus difennet he bugale a-enep Magnus Clemens Maximus, goude hemañ lakaet lazhañ Gratian er bloaz 383. Goulenn e reas skoazell digant Theodosius, impalaer Kergustentin. E Saloniki e Gres e kejjont. Ouzhpenn da se, goude degouezhet Theodosius intañv e-kerzh an diskar-amzer 386, e kinnigas dezhañ dimeziñ gant Galla, he merc'h yaouankañ. E-giz-se, Theodosius e zegouezhas da vreur-kaer Valentinian II, hag e karg d'e zifenn a-enep Maximus, ar pezh a voe graet er bloaz 388 en Aquileia.
Mervel a reas Justina war-lerc'h Valentinian II, bet adlakaet en e blas gant Theodosius, war dro 388-389.
Levrlennadur
kemmañ- François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains – 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C, Éditions Errance, 2009 (ISBN 978-2-87772-390-9)