Kêr dieub Danzig
Kêr dieub Danzig (alamaneg : Freie Stadt Danzig, poloneg : Wolne Miasto Gdańsk) a oa ur gêr lakaet dindan gwarez Kevredigezh ar Broadoù etre 1919 ha 1939.
Orin
kemmañGoude bezañ bet kêrbenn dugelezh Pommern e voe tapet Danzig gant ar Boloniz e 1295 ha goude-se e voe dindan ren Urzh ar Varc'heien Alaman e 1309. E 1350 e teuas da vezañ unan eus kêrioù Kevre Hansa. Lakaet e voe da gêr dieub e 1454 ha dieub e chomas betek 1793, pa voe staget ouzh Prusia. Lakaet e voe da gêr dieub en-dro da vare Napoleon, e 1807-1813/1815. E 1815 e voe roet da Brusia ha lakaet e voe da gêrbenn Prusia ar C'hornôg e 1878.
Bec'h etre Alamaned ha Poloniz
kemmañGant Feur-emglev Versailhez (1919) e voe tennet Danzig diouzh Alamagn, daoust ma ne save ket a-du an annezidi (96,4 % anezho a oa Alamaned). Lakaet e voe da gêr dieub hag e 1920 e voe lakaet dindan gwarez Kevredigezh ar Broadoù. Miret e voe un nebeud gwirioù a-fet armerzh gant Polonia. Da vare an Trede Reich e voe goulennet groñs gant pennoù Alamagn e vefe adroet d'ar Reich kement tiriad ennañ poblañsoù a-orin alaman.
Er bloavezhioù 1930 e voe savet bonreizh Danzig gant ar Gauleiter, diwar batrom hini an Trede Reich.
Daoust ma c'houlennas groñs pennoù-bras an Trede Reich ha ma rejont meur a ginnig (evel lakaat sevel ur gournhent hag un hent-houarn etre Brandenburg ha Prusia ar Reter dre Danzig[1]) ne voe kemm ebet betek tagadenn e arme e tremen Dantzig d'ar 1añ a viz Gwengolo 1939.
Da vare an Trede Reich
kemmañE miz Gwengolo 1939 e voe aloubet tiriad kêr dieub Danzig gant arme an Trede Reich, goude bombezenniñ gwarnizon polonat Westerplatte. Gauleiter Danzig a embannas e oa bet staget Danzig ouzh ar Reich, ha kadarnaet e voe goude-se gant dileuridi ar Reichstag[1].
Goude ar brezel
kemmañDa zibenn an Eil Brezel-bed e voe distrujet kêr gant an Arme Ruz. An annezidi a-orin alaman a voe lazhet pe skarzhet ha diwar urzh Stalin e voe roet Danzig da Bolonia.
Roll komiserien-uhel Kevredigezh ar Broadoù
kemmañ- 1919-1920 : Reginald Tower Rouantelezh-Unanet
- 1920 : Edward Lisle Strutt Rouantelezh-Unanet
- 1920 : Bernardo Attolico Italia
- 1921-1923 : Richard Cyril Byrne Haking Rouantelezh-Unanet
- 1923-1925 : Mervyn Sorley McDonnell Rouantelezh-Unanet
- 1925-1929 : Joost Adriaan van Hamel Izelvroioù
- 1929-1932 : Manfredi di Gravina Italia
- 1932-1934 : Helmer Rosting Danmark
- 1934-1936 : Seán Lester Iwerzhon
- 1937-1939 : Carl Jakob Burckhardt Suis
Tud brudet bet ganet e kêr dieub Danzig
kemmañ- etre 1919 ha 1939
- Boris Fraenkel (1921)
- Klaus Kinski (1926)
- Günter Grass (1927)
- Holger Czukay (1938)