Kaoru Yachigusa
Kaoru Yachigusa (japaneg : 八千草 薫, Yachigusa Kaoru ; prefedelezh Osaka, 6 a viz Genver 1931 – Tokyo, 24 a viz Here 2019) a oa un aktourez japanat.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Japan, Impalaeriezh Japan |
Anv e yezh-vamm an den | 八千草薫 |
Anv ganedigezh | 松田 瞳 |
Anv-bihan | Hitomi, Kaoru |
Anv-familh | Matsuda, Taniguchi |
Anv e kana | やちぐさ かおる |
Deiziad ganedigezh | 6 Gen 1931 |
Lec'h ganedigezh | Osaka Prefecture |
Deiziad ar marv | 24 Her 2019 |
Lec'h ar marv | Tokyo |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev |
Pried | Senkichi Taniguchi |
Micher | aktour, seiyū |
Bet war ar studi e | Takarazuka Music School |
Deroù ar prantad labour | 1947 |
Rumm-gwad | O |
Prizioù resevet | Medal with Purple Ribbon, Order of the Rising Sun, 4th class, Kinuyo Tanaka Award, Kikuta Kazuo engeki shō |
Ne oa nemet daou vloaz pa varvas he zad. Dic'hastet e oa bet he zi gant bombezadeg an aerlu e 1945, ur sizhunvezh a-raok fin an Eil Brezel-bed, pa ne oa nemet 14 vloaz.
Daoust dezhi bezañ bet abaf-tre, mennet e oa Yachigusa Kaoru da vezañ un aktourez ha seveniñ he huñvre a reas. Gant roll Otsu e 1951 e voe gwelet er sinema evit ar wech kentañ e-kichen Toshirō Mifune e trilogiezh Hiroshi Inagaki gouestlet da Viyamoto Musashi (La Légende de Musashi e 1954, Duel à Ichijoji e 1955 ha La Voie de la lumière e 1956) ha dibabet e voe ivez evit c'hoari tudenn Madame Butterfly, un azasadur italian ha japanat eus opera Giacomo Puccini sevenet gant Carmine Gallone.
Gwelet e voe war ar skrammoù en un toullad filmoù, stiradoù skinwel ha pezhioù-c'hoari ma c'hoarie tudennoù merc'hed yaouank, kuñv ha sentus koulz ha mammoù peurvat. An heuliad skinwel Kishibe no arubamu e 1977 a roas tro dezhi da gemmañ rummad gant perzh ur vaouez dimezet he doa un darempred gant ur paotr yaouankoc'h.
Prizioù he deus bet : medalenn ar Seizenn limestra e 1997 hag Urzh ar Sav-heol. Oberiant e oa c'hoazh d'he 80 vloaz. Tizhet e voe gant ur c'hrign-bev e 2019 ha mervel a reas d'he 88 vloaz en ospital Tokyo.