Kaozeal:Aotenn Ockham
Evezhiadenn diwezhañ: 2 vloaz zo gant 94.238.210.2 e kaozeadenn William / Gwilherm
Pennreolenn
kemmañDaoust ha ne vije ket gwregel ar ger pennreolenn ? A galon.--2A01:CB08:8BB7:F100:848B:7E3D:2315:BF4B 6 Ebr 2022 da 08:27 (UTC)
- Geo, evel-just. Reizhet, trugarez. Huñvreüs (kaozeal) 6 Ebr 2022 da 08:46 (UTC)
William / Gwilherm
kemmañPerak lakaat William of Ockham e lec’h Gwilherm Ockham? Brezhonekaet e vez an anvioù tud, da skouer Loeiz XIV pe Herri IV. Huñvreüs (kaozeal) 6 Ebr 2022 da 11:11 (UTC)
- Brezhonekaet e veze, betek poent zo bet, anvioù ar rouaned , met echu eo : Juan Carlos n'eo ket Jean Charles na Yann Charlez.
- Ouzhpenn anvioù rouaned zo, ha William Shakespeare n'eo ket Gwilherm Hej-e-goaf. Ha sur mat e c'hallfed ivez treiñ Ockham, ma vefe komprenet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Ebr 2022 da 12:02 (UTC)
- Gwir eo n’eo ket ingal ar reolenn (Frañsez n’eo ket anvet Franciscus e brezhoneg), met pa sellan ouzh an anvioù roet d’an den-mañ e yezhoù all e kavan: Guillem d’Occam, Wilhelm von Okham, Guillaume d’Ockham, Guglielmo di Occam, Guilherme de Ockham, hag all. Seblantout a ra din mat ober ar memes tra e brezhoneg. N’eo nemet ma soñj… Huñvreüs (kaozeal) 6 Ebr 2022 da 13:39 (UTC)
- Mareoù zo bet en istor Europa ma veze troet an holl anvioù tud brudet e latin. Diwar-se e vezent troet alies e yezh pep bro, hervez an ezhomm, pe e choment e latin. Lakaomp an den brudet bras Jansenius, a oa Jansen e anv en e vro, koulz lavarout Abyann e brezhoneg, met hennezh zo chome Jansenius. E Spagn e veze troet anvioù-badez ar skrivagnerien c'hallek alies: es:Honorato de Balzac, es:Julio Verne, Carlos Baudelaire, ha re all ... Abaoe an XXvet kantved, gav din (met n'on ket bet o welet pep tra) ne vez ket graet ken. Kouslskoude e vije bet brav Juan Pablo Sartre... Eo: André Bretón zo ivez. Hiriv, dre vras, ne droer ket ken an anvioù-tud, war-bouez ar bibien, met miret e vez ar stummoù troet eus ar Grennamzer. Pa n'int ket bet troet e brezhoneg gwechall, e kavan furoc'h chom hep ober bremañ. Setu ma ali. Met talvoudus e vez kaozeal eus an traou-se atav ... Lod a fell dezho brezhonekaat pep tra .... Traoù zo a c'haller aes, met pep tra n'haller ket. Ma vez troet William of Ockham e vefe mat treiñ "of" evit diskouez n'eo ket e anv-tiegezh, met anv al lec'h (ma oa ganet, pe o vevañ). Ma virer an anv orin ne vo ket eus ar gudenn. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Ebr 2022 da 17:46 (UTC)
- Trugarez vras evit an displegadenn-mañ. Huñvreüs (kaozeal) 6 Ebr 2022 da 19:52 (UTC)
Setu un nebeut skouerioù :
- Roperzh ar Mason, Boudoniezh, Gwalarn niv. 154-155, 1942, p. 606 : Ar vag ne deo nemet an anv kumun roet dezhe ; (Occam, Hobes, Locke, Berkeley, Hume, Stuart Mili, Spencer, Bergson, Brunschwicg).
- Maodez Glanndour, Fetis ha difetis, Al Liamm niv. 7, 1948, p. 62 : An Domasidi a nac'has muioc'h-mui talvoudegezh ar fetis, hag Okam a nac'has talvoudegezh an difetis. Hogen n'eo ket Skot a vefe kiriek d'an Okamegezh, evel n'heller ket lakaat Sant Tomas da giriek da [...]
- Guy Étienne, Kis-544 - An davedelezh, Lavar 11, 1998, p. 270 : Teologourion ar Grennamzer, evito da embann ARISTOTELES d'o frederour kefridiel, a droc'holias e gelennadurezh. “Mennoz ur youl grouiñ doueel, gant DUNS SCOT ha goude gant Gwilherm OCKHAM dreist-holl, a roas lamm da brederouriezh an natur : emañ an natur isurzhiet da youl Doue, houmañ o tont da vuzul nemetañ ar boudoù hag an traoù.”
- Tepod Gwilhmod, Petra ober dirak an digravezekaerezh er bed kornogat, Kannadig Imbourc'h niv. 106, 2018, p. 9a : [...] (pergen gant levezon Gwilherm Ockham) ; [...]
94.238.210.2 6 Ebr 2022 da 19:03 (UTC)
- Rankout a rafe anv ar pennad bezañ an hini a glaskfe ur brezhoneger bennak o klask titouroù diwar-benn an den-mañ, en ur zoujañ da bennreolenn ar souezhadenn vihanañ (sed amañ ur bajenn a vank er wiki-mañ). Pehini eo, n’on ket sur. Huñvreüs (kaozeal) 6 Ebr 2022 da 19:52 (UTC)
- Mat e ve sellout ivez e-barzh levrioù Fañch Kerrain. 94.238.210.2 6 Ebr 2022 da 19:57 (UTC)