Kaozeal:Dehoù
A-wechoù e vez graet "dehoù" eus tu ar su. Un implij hag a gaver e korn-bro ar C'hab hag Enez-Sun dreist-holl.: mat e vije reiñ ur skouer splann. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 C'hwe 2014 da 18:03 (UTC)
Abalamour da betra e oa bet dibabet ober gant DEHOÙ e-lec'h DEHOU 'ta ?! A galon.--Prieladkozh (kaozeal) 16 C'hwe 2014 da 18:24 (UTC)
Dehou e Geriadur an Here. A-wechoù e vez ar Bibl santel, hiriv n'eo ket ken, diouzh gwelout. Bianchi-Bihan (kaozeal) 16 C'hwe 2014 da 18:41 (UTC)
Ha dehou ivez gant R. ar Glev. Ur wech ouzhpenn : perak ar cheñchamant-se ?--Prieladkozh (kaozeal) 17 C'hwe 2014 da 07:48 (UTC)
- E korf ar pennad e oa ar respont.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 C'hwe 2014 da 09:13 (UTC)
Marteze e vo mat menegiñ ar stumm a gaver er geriadurioù memestra. Ha resisaat implij Enez sun: "an dehou" a vez laret? Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 C'hwe 2014 da 09:49 (UTC)
Ha koulskoude, e-touez gerioù evel buhezioù, urzhioù, hag all e kaver a-zehou dindan bluenn Y.-V. Perrot e-barzh E-tal ar poull (1944)...--Prieladkozh (kaozeal) 17 C'hwe 2014 da 10:17 (UTC)
Kement-se a oa bet displeget mat gant Jos Kuilhandr : La répartition des aires dans la Rosé des vents bretonne et l'ancienne conception du monde habité en longitude.--Prieladkozh (kaozeal) 17 C'hwe 2014 da 10:26 (UTC)
Emaon o paouez lenn hag adlenn adarre Divizoù hag erbedennoù Ofis publik ar brezhoneg : ne gavan ger ebet enne ma vefe ret groñs ober gant DEHOÙ e-lec'h DEHOU ! Se zo kaoz e c'houlennan gant Trec'hlid mitonet, en un doare seven, petra zo kaoz en devoa graet e soñj da gas ar pennad DEHOU da ZEHOÙ ?--Prieladkozh (kaozeal) 17 C'hwe 2014 da 13:01 (UTC)
Buan e vez graet droukvesk amañ etre erbediñ ha gourc'hemmenn, 'm eus aon, ha n'eo ket ar wech kentañ, peogwir e vez klasket zoken berzañ gerioù ha n'int ket "erbedet". 2.11.171.9 17 C'hwe 2014 da 13:12 (UTC)
Ne'm eus ket kaset ar bajenn DEHOU da zDEHOÙ. An div a zo bet savet ganin, an hini DEHOÙ da gentañ, ha graet em eus ur bajenn adkas gant DEHOU diouzhtu war-lerc'h. Un dra a welan avat: dehoù a veze skrivet ingal gant Bianchi-Bihan ha ne veze lavaret netra. Ha bremañ, pa skrivan evel-se, e kouezher diouzhtu war ma chouk, Bianchi-Bihan en o zouez!--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 C'hwe 2014 da 14:59 (UTC)
N'eus forzh petra. Alies em eus bet skrivet dehoù, a gredan, marteze dre fazi, marteze e faziin c'hoazh, n'em eus ali ebet war an afer, ne ran forzh ebet, n'in ket da reizhañ-direizhañ pa garo nep piv bennak lakaat u pe ù, ha ne gouezhin war chouk den ebet evit keloù-se. Met fent am bez a-wechoù pa welan pegen buan e tro "alioù" an eskibien da "reolennoù" santel pa gouezhont war chouk ar bec'herien gaezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 17 C'hwe 2014 da 15:13 (UTC)
Ne zeuan ket a-benn da gompren abalamour da betra e vez gwisket mantell ar merzher ganeoc'h bep tro ma vez klasket mont pelloc'h gant ur c'hraf bennak. N'emaon ket o klask laou en ho penn ha ne gouezhan ket war ho chouk ivez : ne gomprenan ket petra zo kaoz e teu DEHOÙ war wel e-lec'h DEHOU, ken aes ha tra ! Evidon-me, ne gavan ket kement-se gwall boellek o vezañ ma kaver skrivet DEHOU dindan bluenn un toullad mat a skrivagnerien doujet-mat. N'eo ket peogwir en devoa embannet OPaB e c'halled degemer DEHOÙ ivez ez eo dav cheñch penn d'ar vazh memes tra ! Setu ma c'houlennan ganeoc'h ma vo adlakaet DEHOU war wel 'ta !
Ne ran na forzh na brall gant doare-skrivañ Bianchi-Bihan ha ne blij ket kalz din e vefe roet da grediñ ganeoc'h e vijemp oc'h irienniñ diwar ho koust. Peursur on n'en dez ket ezhomm Bianchi-Bihan skoazell d'en em zifenn. Trawalc'h bremañ hag unan a zaou : pe ho peus prouennoù pe e tigarezit raktal !--Prieladkozh (kaozeal) 17 C'hwe 2014 da 16:30 (UTC)
Teir evezhiadenn
kemmañ- Teir evezhiadenn a-zivout erbedadenn Kuzul skiantel OPaB :
"Degemer ar skrivad dehoù, gant an tired boud war an u dibenn. Da-heul skrivañ dehaouiad ha n'eo ket dehouiad." (26/06/2013)
1. Iskis eo : pa vez "degemeret" ur skrivad ne skarzher ket ar re all peurliesañ, neuze ez eo dehou, a gaver a-gozh e pep lec'h, ker reizh ha dehoù, a lenner a-wechoù ; padal ez erbeder skrivañ dehaouiad da-heul an degemeradenn hag e skarzher ar stumm paot dehouiad dre ar bomm "ha n'eo ket".
Kompren a ran e teufe ar skrivadoù dehoù > dehaouiad eus un distagadur "gwenedek", evel genoù > genaouad, setu em eus klasket un abeg bennak da ziviz OPaB e
- Kenneth Hurlstone Jackson (1986), A Historical Phonology of Breton, The Dublin Institute for Advanced Studies, §368 (pp. 265-267)
hag er pennad-se e komprenan ez eo reizh skrivañ genoù ha dehou, alese genaouad ha dehouad evel a zo bet kelennet din.
2. Dehoù a lenner e geriadur Francis Favereau p. 126-b "DEHOÙ" ha p. 948-a "DROITE (la)", hogen dehouiad p. 127-a "DEHOUIAD" ha dehoùiad p. 948-a "DROITIER" (GBAV, 1992, ISBN 978-2-903313-41-8) – kempoell ebet ; dehou > dehouiad eo ar stummoù paotañ ; dav e oa breutaat ha divizout, mouezhiet ez eus bet gant izili ar c'huzul evit ar stummoù a zo erbedet.
3. Sklaer ha splann eo bet Trec'hlid mitonet en e zoare da sevel ar bajenn, pan en deus roet daveenn ar stumm dehoù, perak e c'houlennfe digarez digant den pe zen ?
Pep implijer(ez) a c'hall ober gant an eil stumm pe egile, gant ma vo gouest da arguzenniñ war goulenn hep reiñ skouerioù anperzhek bet dastumet a-gleiz hag a-zehou.
Sad Edgar (kaozeal) 17 C'hwe 2014 da 23:35 (UTC)
- Souezhus e kavan lenn: Sklaer ha splann eo bet Trec'hlid mitonet en e zoare da sevel ar bajenn, pan en deus roet daveenn ar stumm dehoù, ... just a-walc'h, n'eo ket sklaer tamm ebet peogwir ne ra dave ebet d'ar stumm dehou, an hini nemetañ roet gant Geriadur an Here ha geriadur Hemon-Huon, implijet er skolioù ha gant kalz studierien ha kelennerien.
- Ha se zo kaoz e vo lakaet an daou stumm er pennad, neketa? Peogwir e kaver an daou er Geriadurioù! Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 C'hwe 2014 da 06:01 (UTC)
>Sklaer ha splann eo bet saver(ez) ar bajenn, pa'z eus ul liamm a gas da ziviz an Ofis. D'an Ofis da reiñ daveoù da harpañ an erbedadenn. Dizonestiz eo lavar kontrol, ha dizonestiz eo obñer van da na gompren ; ma ne gomprenit ket ez eus ur gudenn ganeoc'h.
- Pep den en deus un empenn, ha gallout a ra e implij. Gant ma hini e kavan e vank daveoù d'ar geriadurioù, daveoù a vez kavet er pennadoù all, ha netra ken. Betek-hen eo war an daveoù d'ar geriadurioù ha n'eo ket war erbedoù an Ofis e oa diazezet ar wikipedia. Ar peurrest n'eo nemet trelaterezh a-berzh un den dianav. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 C'hwe 2014 da 16:34 (UTC)
- Deuet eo an dave da Geriadur Favereau gant Saded-gar a-benn ar fin. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 C'hwe 2014 da 07:13 (UTC)
Anv-kadarn?
kemmañLenn a ran: "A-wechoù e vez graet "dehoù" eus tu ar su. Un implij hag a gaver e korn-bro ar C'hab hag Enez-Sun dreist-holl." Marteze e vije mat displegañ penaos implij dehou/où: ma'z eo un anv-kadarn evel su, evel ma c'haller kompren er frazenn-se, e c'haller lavarout "an dehou" evel "ar su". Ma n'haller ket, displegañ perak. D'am meno n'eo ket ur fall displegañ an traoù sklaer en un holloueziadur. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 C'hwe 2014 da 06:13 (UTC) >Emañ implij Enez Sun e geriadur F. Favereau.
- Ur skouer eus an implij-se a oa bet roet gant Bianchi-Bihan er Wikeriadur "ar mor dehoù" : http://br.wiktionary.org/w/index.php?title=deho%C3%B9&diff=26816&oldid=26797 --92.139.48.199 18 C'hwe 2014 da 06:52 (UTC)
- Ma'z eo ken mat-se ar skouer n'eus nemet he lakaat amañ. Honnezh pe unan all... Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 C'hwe 2014 da 07:26 (UTC)
- Nevez! N'eus ket ken eus dehoù er wikigeriadur: dehou bremañ hepken. Fentus. Bianchi-Bihan (kaozeal) 18 C'hwe 2014 da 09:43 (UTC)
Ma!Peogwir ne felle da zen ober, em eus lakaet ar skouer "mor dehou" e korf ar pennad: implijet evel anv-gwan eta, resisadenn a-bouez marteze. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 C'hwe 2014 da 07:10 (UTC)
Politikerezh
kemmañ/Politikerezh/ Gwelet eus pelec'h ? Eus tu ar saliad pe eus hini ar prezeger ? (postet gant IP 2.14.54.4 d'ar 16 C'hwe 2014 da 20:53)
- OK, ouzhpennet.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 17 C'hwe 2014 da 09:13 (UTC)
Ha sirius eo?
kemmañDeuet eo ar pennad-mañ da vezañ n'eus forzh petra, da dostaat d'an ukroniezh. Klasket e vez harp en henvrezhoneg, hep bezañ nec'het gant talvoudegezh ar sonioù en amzer-hont. Tamm kont ne vez dalc'het eus Geriadur Istorel ar Brezhoneg da skouer, ma kaver «dehaou» a-douez traoù all. Petra 'weler en istor ar brezhoneg, hag en hini ar reizhskrivadur peurunvan: gerioù 'zo eo bet cheñchet o reizhskrivadur a-hed ar bloavezhioù, evel alc'hwez da skouer. Kavet e vez c'hoazh ar skrivadur istorel "alc'houez" e geriadur R. Hemon da skouer, hag en e skridoù, hag e-barzh skridoù all, skrivet gant brezhonegerien a-feson. Petra 'cheñch?--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 19 C'hwe 2014 da 13:48 (UTC)
- O paouez dizoleiñ ar wikipedia? Ma'z eus fazi (gant ar re all, evel-just) e c'hallez difaziañ. Ma vank tra pe dra e c'hallez ouzhpennañ. Evel e ne vern pe bennad. Ha ma kerez e savi ar pennad ukroniezh. Bianchi-Bihan (kaozeal) 19 C'hwe 2014 da 16:00 (UTC)
Dielfennadur personel
kemmañAn degasadenn-mañ [1]: (E Mezheven 2013 eo bet divizet gant kuzul skiantel Ofis Publik ar Brezhoneg degemer ar skrivad dehoù), hep na vefe erbedet ober gant ar stumm-mañ e-lec'h dehou (skrivet druz war ar marc'had), a seblant din bezañ un dielfennadur personel eus an dave meneget (amañ: [2]). War skouer ar c'hrafoù all meneget war ar bajenn-se, an doare da zegas an traoù: «dehou pe dehoù», degaset evel ma'z eo degaset uheloc'h «moulañ pe moullañ», «skouer pe skwer», ha ma'z eo roet dibab ar c'huzul-skiantel da heul, eo sklaer a-walc'h evidon eo "dehoù" a zo bet dibabet etre an daou zoare. N'eus forzh penaos e vefe bet aes a-walc'h ober gant ur plan B: goulenn war-eeun digant Ofis Publik ar Brezhoneg petra 'zo da gompren evit gwir ma ne oa ket splann ar frazenn roet war o lec'hienn. Ur bajenn ma c'haller goulenn a zo [3], hag aes e vefe bet mont da c'houlenn war-eeun a-raok mont da skrivañ un dra bennak arvarus.
- Marteze, ar wech-mañ, em bo an displegadenn emaon o c'hortoz abaoe ar goulenn kentañ bet savet ganin amañ : abalamour da betra e oa bet divizet ganeoc'h dibab ar stumm dehoù tra ma oa bet implijet dehou kent gant ur bern skrivragnerien vrudet ha n'halled ket rebech o brezhoneg dezhe betek-hen ?
Daoust hag holl zivizoù OPaB a dle bezañ degemeret war ar Wikipedia-mañ dre ret ?
Ur goulenn ouzhpenn dre ma seblantit gouzout diouzh mont en-dro OPaB : hag ezel oc'h eus ar c'huzul skiantel anezhañ ivez ?--Prieladkozh (kaozeal) 22 C'hwe 2014 da 16:56 (UTC)- Stadañ a ran ne respontit da c'houlennoù 'zo gwech ebet . Domaj eo rak n'eo ket evel-se ez aio an traoù war-raok, siwazh...--Prieladkozh (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 11:41 (UTC)
- Tra all. N'omp ket boas amañ war wikipedia, da welet tammoù frazennoù skrivet druz, evit klask kadarnaat un dra bennak.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 22 C'hwe 2014 da 16:35 (UTC)
- Ne gomprenan ket mat talvoudegezh hoc'h evezhiadenn : kasaus eo an doare-mañ ?--Prieladkozh (kaozeal) 22 C'hwe 2014 da 16:56 (UTC)
- Diwar-benn an dra-mañ [4]: evidon-me eo un dielfennadur personel evel ma'm eus skrivet a-us. Ma n'eo ket, degaset ur brouenn eus ar pezh a lavarit. Da skouer, ur respont sklaer a-berzh Ofis P. ar Brezhoneg.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 11:19 (UTC)
- Sed amañ da-heul ar frazenn a gaver war lec'hienn OPaB er bann Diviz : Degemer ar skrivad dehoù, gant an tired boud war an u dibenn. Da-heul skrivañ dehaouiad ha n'eo ket dehouiad. Daoust ha talvezout a ra Degemer kement hag Erbediñ ? Gallout a ran faziañ met ne gav ket din. Neuze perak goulenn prouennoù n'eus ket ezhomm da zegas ken sklaer m'emañ diviz OPaB, ne gav ket deoc'h ? M'ho peus c'hoant e vefe sklaeraet ar c'hraf-mañ, goulennit ouzh tud OPaB hardizh. Padal, ar santimant am eus ez eus tanig dindan ar gastelodenn hag e ouzoc'h muioc'h eget ne fell deoc'h anzav, kement-se skrivet dizrouk :-).--Prieladkozh (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 11:41 (UTC)
- Diwar-benn an dra-mañ [4]: evidon-me eo un dielfennadur personel evel ma'm eus skrivet a-us. Ma n'eo ket, degaset ur brouenn eus ar pezh a lavarit. Da skouer, ur respont sklaer a-berzh Ofis P. ar Brezhoneg.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 11:19 (UTC)
Ne skuizhit ket gant an afer-se. War a seblant ez oc'h lakaet diaes-bras gant un tiredig boud war an "u". Ne ziskouezit ket bezañ lakaet ken diaes gant ar c'hemmadurioù divestroniet er ger "bloaz" da skouer, pe gant ar gerioù ijinet degaset hep dave… (bezomp sklaer: ne ran ket dave d'ho prezhoneg-c'hwi amañ).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 12:26 (UTC)
- Na rit ket bil, ne skuizhin ket. Ur wech ouzhpenn e welan mat ne respontit ket, pe a-gostez, d'ar goulennoù eeun savet ouzhoc'h. Domaj eo, adarre. N'on ket bet lakaet diaes-bras gant un tiredig boud war an "u" evel bet skrivet ganeoc'h en un doare disteñget (mersi deoc'h) met kentoc'h gant ho mod da ganañ uhel ar gousperoù. Kolist 'oan bet ha barrek on da gompren pa glask unan bennak pentañ lern din.
Emaomp o paouez kompren petra 'oa kaoz anezhañ p'ho poa meneget ar c'hemmadurioù divestroniet er ger "bloaz" : un dagadenn all ouzh Bianchi-Bihan ! Ha sur oc'h 'oa ezhomm ? Ha disi oc'h-c'hwi ? War a seblant n'oc'h ket gouest d'en em ren hep diskouez ar gasoni a vagit outañ hag a grign ac'hanoc'h dalc'hmat. Paouezit mar plij rak tremen skuizhus eo ar brezel-se : ne zeuan ket amañ evit gouzout piv en deus laeret e ganetennoù digant piv, evit deskiñ traoù ha degas ma skodennig pa c'hallan - ha ne vez ket kel alies-se - ne lâran ket.
Da c'hortoz ma vo embannet sklaer gant OPaB petra zo da beurgompren diwar-benn dehou/dehoù a-barzh fin ar gont.--Prieladkozh (kaozeal) 24 C'hwe 2014 da 08:55 (UTC)
- Na rit ket bil, ne skuizhin ket. Ur wech ouzhpenn e welan mat ne respontit ket, pe a-gostez, d'ar goulennoù eeun savet ouzhoc'h. Domaj eo, adarre. N'on ket bet lakaet diaes-bras gant un tiredig boud war an "u" evel bet skrivet ganeoc'h en un doare disteñget (mersi deoc'h) met kentoc'h gant ho mod da ganañ uhel ar gousperoù. Kolist 'oan bet ha barrek on da gompren pa glask unan bennak pentañ lern din.
- Sklaer eo din: me eo an enebour da dennañ warnañ dizehan, evel ma ra e gamarad Yoael, hag en deus droed da zislonkañ e gentel uheloc'h. Met pa vez fazi pe fazi gant hennezh, evezhiadenn ebet. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 C'hwe 2014 da 13:12 (UTC)