Kaozeal:Pab
Evezhiadenn diwezhañ: 11 vloaz zo gant Trec'hlid mitonet e kaozeadenn "Te eo Maen"
Iskis eo ar spered a gaver c'hoazh amañ gant ar wiki brezhonek ha na gaver e nep wiki all EBET. Al liamm diwezhan a zo aet da fall ha n'eo ket souezh pa glaskit lakkat diskred war ar pab o kinnig ul liamm a roe an enep bibien. Paz eus kaoz eus ar pab n'eus ket anv nag eus pibien ar gopted pe me oar ha nebeutoc'h c'hoazh dwb an ene^-pibien. adc'hraet em eus ar pennad eta, buan ha buan. AR VEZH WARNOC'H !
- Faos eo lavaret eo reomp disheñvel diouzh ar wikipediaoù all. Gallout a ra an neb a fell dezhañ sellet ouzh ar pennadoù kevatal e yezhoù all ha gwelet ez eus liammoù pe rannbennadoù gouestlet d'an enep-pibien pe d'ar gopted. N'eo ket un doare da deuler diskred war ar pab e saozneg pe e galleg evit doare, rak reizhet e vije bet. --Kadwalan 19 Eos 2011 da 19:47 (UTC)
"Te eo Maen"
kemmañNotenn 3 : eus pelec'h e teu an droidigezh-se (a vez kavet ivez e Absolvenn dre vuntr gant P. Tremayne, an Alarc'h, p. 314) ? Direizh eo, d'am soñj : "te" a zo rener, neket doareenn… Da wiriañ diwar troidigezhioù all. Po'low (kaozeal) 15 Meu 2013 da 16:53 (UTC)
- Ret e vije sellout en troidigezhioù eus an Testamant Nevez. Din-me eo mat Te zo maen pe te eo Maen, met ne laront ket tre-tre ar memes tra. En degouezh-mañ e tle bezañ "Te zo Maen " d'am meno. Bianchi-Bihan (kaozeal) 15 Meu 2013 da 18:26 (UTC)
- Ya, ger evit ger, Te zo Maen a zo an droidigezh reizh, iskis un tammig peogwir n'eus ket tu da rentañ e brezhoneg ar c'hoari-gerioù a orin (Petros/petra pe Petrus/petra). N'ouzon ket penaos en em zibab ar saoznegerien pe an alamanegerien… Sellet 'm eus ouzh an droidigezh kinniget gant Minihi Levenez ; Pierre Guichou zo aet da gerc'hat an droienn Te eo a zo Roc'h, ha ne glot ket, d'am soñj, gant spered ar werzenn. N'am eus netra all dindan ma zorn.
- Un evezhiadenn ouzhpenn : Simon-Pêr e penn kentañ ar frazenn a zo eneb-ster, peogwir an anv Pêr ne zeu nemet goude gant "Maen". Hag ar wir c'halvadenn "Simon Bariona" a zeu div werzenn araok… Po'low (kaozeal) 15 Meu 2013 da 20:57 (UTC)
- "Te eo Maen, ha war ar Maen-se e savin va Iliz" a gaver er Pevar aviel embannet gant Al Liamm, troidigezh renet gant Maodez Glanndour.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 18 Meu 2013 da 12:55 (UTC)