Kastell Gripsholm
Kastell Gripsholm (Gripsholms slott e svedeg) zo ur c'hastell e Mariefred, e Södermanland, e Sveden. Emañ war lez al lenn Mälaren e kreiz Sveden, war-hed 60 km er c'hornôg da Stockholm[1].
Istor
kemmañSavet e voe ur c'hastell-kreñv eno war-dro 1380, gant Bo Jonsson Grip, hag e dalc'h an tiegezh Grip e chomas betek ar mare ma voent diberc'hennet gant ar roue Gustav Iañ e 1526. Neuze e voe dismantret ha savet ur c'hastell nevez gant tourioù ront. Eus ar c'hastell kentañ ne chom nemet ur pennad moger.
Abaoe amzer Gustav Iañ Vasa emañ kastell Gripsholm e dalc'h rouaned Sveden hag eno e oa bet o annez pennañ betek 1713. Er XVIvet kantved e voe bac'het ar roue Erik XIV er c'hastell, gant e veur Johan p'en doa hemañ kemeret ar galloud. Etre 1563 ha 1567 e oa bet bac'het ennañ Johan hag e wreg Katarina Jagellonica ivez, gant Erik XIV. Er c'hastell e oa bet ganet, d'an 20 a viz Mezheven 1566, mab Johan, Sigismund, a voe roue Polonia ha Sveden[2]. Gustav IV Adolf hag e re a voe toullbac'het er c'hastell ivez, e 1809. Ennañ e rankas sinañ ul lizher ma roe e zilez eus an tron.
Adkempennet e voe ar c'hastell gant ar roue Gustav III e dibenn an XVIIIvet kantved. Ur c'hoariva a voe savet en unan eus an tourioù en amzer-se.
Etre 1889 ha 1894 e voe graet labourioù kempenn adarre, a cheñchas kalzik neuz ar c'hastell, dindan renerezh an tisavour Fredrik Lilljekvist. Ouzhpennet e voe un trede estaj, da skouer.
Bremañ e vez digor ar c'hastell d'an holl. En ul lodenn anezhañ ez eus ur mirdi livadurioù (Statens porträttsamlingar), hag a zo kalz poltredoù ennañ[3].