Kastell Kerouzere zo ur c'hastell eus ar XVvet kantved, e kumun Sibirill, e Bro-Leon.

MONUMANT Monumant istorel ISTOREL

Kastell Kerouzere

Savet e voe ar c'hastell a weler bremañ etre 1425 ha 1458, gant Yann Kerouzere, kambrelan an dug Yann V. Savet e oa bet e-lec'h ur voudenn-gastell a oa eno er c'hantved a-raok, annezet gant tiegezh Kerouzere dija. Dre ma oa tost ar c'hastell d'an arvor e c'halle bezañ gwelet ha bezañ taget gant listri saoz. Setu perak e voe roet aotre da diegezh Kerouzere da sevel un tour kreñv, dezhañ pevar zroatad warn-ugent a led ha kranelloù. Hogen padout a reas al labourioù hag un aotre all a voe roet evit al labourioù gant an dug Frañsez II, e 1468[1]. Ar c’hastell-se a oa ennañ ur pennad moger etre daou dour.

Lakaet e voe seziz warnañ e 1590 e-pad Brezel ar C'hevre ha dismantret e voe unan eus an daou dour. Adsavet e voe e deroù ar XVIIvet kantved. Abaoe eo chomet ar c'hastell etre daouarn familhoù nobl eus ar vro.

Lakaet e oa bet war roll ar monumantoù istorel e 1883 gant Ministrerezh gall ar Sevenadur[2].

Gweladenniñ a c'haller ar c'hastell, koulz hag al liorzh zo war-dro[3]. Ur c'houldri eus ar XVvet kantved zo ivez.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Jones, Michael, The Creation of Brittany, London: The Hambledon Press,1988, pp 53-54
  2. Ministrerezh ar Sevenadur : Kerouzéré
  3. Parcs et jardins, Bretagne