Kastell Praha (timbroù)
E fin ar Brezel-bed kentañ e voe dismantret Stad Aostria-Hungaria ha roet o frankiz da bobloù niverus an Impalaeriezh. Divizet e voe neuze gant broioù Bohemia, Moravia, Silezia (un darn diouti) ha Slovakia en em unvaniñ ha sevel Tchekoslovakia. Embannet e voe ar Republik nevez d’an 28 a viz Here 1918.
Timbr ebet ne oa bet produet biskoazh en tiriad. Gant Bohemia ha Moravia e veze implijet timbroù Aostria tra ma rae annezidi Slovakia gant timbroù Hungaria.
E-korf tri miz hepken (miz Kerzu) e teuas a-benn melestradurezh ar post da ijinañ un timbr a voe treset gant an arzour Alfons Mucha. Dibabet e oa bet kastell Praha, anvet Hradčany e tchekeg, evit bezañ arouez ar vro nevez ganet. Ur savadur meur, a vent uhel, a weler mat kenañ zoken eus diavaez kêr Praha. En e gichen emañ, war an timbr – a-drugarez da ijin Mucha -, iliz-veur Sant-Pêr hag iliz Sant-Nikolaz. Sevel a ra an heol a-dreñv an iliz-veur evel arouez ganedigezh ur vroad nevez, daoust ma ne sav ket a-dreñv ar c'hastell e gwirionez. Reizhet e voe an dresadenn diwezhatoc'h gant Mucha, dre dennañ an heol (gouloù a weler hepmuiken war timbroù ar bloaz 1919).
Bevennet eo tresadenn ar c’hreiz gant kinkladurioù e doare an Arz Nevez. Hervez Alfons Mucha eo an delioù a gaver er c’hornioù uhelañ arouezioù slavek ar bleuniadur hag an dihun, ar c'halonoù bihan a vefe arouez ar peoc'h, tra ma kan ar c’hilhegi er c'hornioù izelañ pa sav an heol, promesa deizioù nevez.
Mall warno, tapet fall gant an diouer a vinvioù teknikel, an deknikourien o deus graet o seizh gwellañ evit embann an timbroù kentañ. Gros ha digened int moarvat, pa anavezer an timbroù engravet produet e broioù all Europa, da skwer. D'an 18 a viz Kerzu 1918 eo an implij kentañ anavezet eus an timbroù-se. Produet e veze an Hradčany hep kranneladur da gentañ, war baper hep filigran.
Emañ talvoud-gwerzh an timbroù en traoñ, e-barzh un hirgelc’h, met n’eo ket resisaet gant peseurt moneiz e c’heller o frenañ. Dre ma oa ar gouarnamant o prientiñ ul lezenn nevez evit embann ur moneiz nevez e voe dibabet chom hep menegiñ an unanenn voneizel, ha lezel an dud da implij arc’hant Aostria c’hoazh (Haller). An adreizh moneizel a voe kaset da benn etre ar 25 a viz C'hwevrer hag an 9 a viz Meurzh 1919, ha goude-se e voe merket holl dalvoudoù-gwerzh an timbroù-post e halerioù tchekoslovak hep dreistmoullañ anezho.
Daou heuliad disheñvel zo bet embannet, a c'haller rannañ e pemp rummad. Er rummad kentañ (seurtoù A, B) eo renket an enskrivadur Pošta Česko-Slovenská war an tuoù hag en nec'h, tra ma'z eo renket an enskrivadur Česko-Slovenská en eil rummad (seurtoù C, D, E) war ur renk dindan ar c’hastell. Disheñvelderioù bihan a zo gant ar seurtoù disheñvel, ha fazioù zo ivez, en o zouez fazioù ha direizhderioù degaset gant plakennoù moullañ fazius. Nebeutoc'h a gemmoù a c'haller kavout war an timbroù nevesañ, pa'z eas war wellaat tamm-ha-tamm labour an arzourien, an engraverien hag ar voullerien.
Livioù ha talvoudoù
kemmañEn holl ez eus 26 timbr diazez gant ugent talvoudegezh.
Ar rummadoù
kemmañ-
Rummad A Lizherennoù bihan ha gwenn war ar bordoù. Skeudenn foñs e liv. Talv. 3, 5 10, 20, 25, 30 et 40
-
Rummad B Lizherennoù bihan e liv war ar bordoù. Skeudenn foñs gwenn. Talv. 100, 200 et 400
-
Rummad C Lizherennoù bras ha gwenn en traoñ. Skeudenn foñs e liv. Talv. 1 ha 50
-
Rummad D Lizherennoù bras ha gwenn en traoñ. Skeudenn foñs e liv. Tennet an heol. Talv. 60, 80, 300 et 1000
-
Rummad E Lizherennoù bras ha gwenn en traoñ. Skeudenn foñs e liv. Tennet an heol hag ar vodenn. Skeudenn an ilizoù brasoc’h,Talv. 5, 10, 15, 20, 25, 30, 50, 75, 120, 500