Kazh sinaat an dezerzh

Kazh sinat an dezerzh

Felis bieti
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Vertebrata
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Felidae
Genad : Felis
Anv skiantel
Felis bieti
(Milne-Edwards, 1892)
Statud CITES  : Stagadenn II ,
Adwel 1990
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Ar c'hazh sinat an dezerzh (Felis bieti), anvet kazh sinat ar menezioù ivez, a zo ur c'hazh gouez bihan eus kornôg Sina. Unan eus ai izili nebeutañ anavezet eus ar gerentiad felis eo. Estreget evit liv e greoñ eo-eñv a-walc'h ouzh ar c'hazh gouez europeat. Muzuliañ a ra war-dro 80 cm gant ul lost a 35 cm. Liv an traezh a zo gant o c'hreoñ estreget war o c'hof ma'z eo gwenn. Kelc'hiennoù du a zo war e c'haroù hag e lost.

Ar c'hazh sinat an dezerzh a gaver e proviñsoù Tibet, Qinghai, Gansu ha Sichuan. Daoust d'e anv e vev e koadegoù sklaer hag e strouezh dreist holl. Ral eo da gejañ gantañ en ur dezerzh gwir.

Anevaled-noz ez int ha krignerien ha evned a zebront. Gwarezet ez int e Sina met en arvar ez int memes tra peogwir e ampoezonner e breizh bennañ : ar pika.

Bez ez eus tri ispesad:

  • Felis b. bieti er reter
  • Felis b. chutuchta er c'hornôg
  • Felis b. vellerosa er c'hornôg ivez


Liammoù diavaez

kemmañ

Kazh sinat an dezerzh