Kefridi sevenaat
Ar gefridi sevenaat zo ur meizad savet e broioù Europa e-pad marevezh an trevadenniñ entre ar XVvet kantved} hag an XXvet kantved. E Bro-C'hall, Bro-Saoz, Bro-Spagn, ha Portugal dreist-holl e soñjed ne oa bro ebet ken sevenet hag o hini, hag e oa o dlead sevenaat ar pobloù all, pe o devoa da gefridi degas ar gwir relijion, pe ar gwir sevenadur, da bobloù gouez, pe pagan, digristen, barbar, hervez un doare da welet ar re all hag a deue eus impalaeriezh Henroma, pe hini an Henc'hresianed (Aleksandr Veur).
E saozneg e komzer eus civilizing mission, pe eus “the white man's burden” (« samm an den gwenn »), savet gant Rudyard Kipling.