Keris eo kendalc'h ar strollad Ys, hep ar violoñsour René Werneer. War a seblant emañ ar c'hlaouierour Pascal Stive e penn ar strollad bremañ. Kalz a cheñchamant a zo en doare sonerezh avat. Troet kalz muioc'h bremañ war-du ar rock, ar pop hag al liesseurtaj, gant nebeut a donioù hengounel. E-keñver yezh ez eus cheñchamant ivez. Pa oa brezhoneg an holl dammoù gant Ys (war-bouez unan), eo galleg an holl dammoù amañ (war-bouez unan brezhonek).

Gant Patrig Molard e-barzh ar jeu gant e vinioù bras e kaver a-wechoù tammoù a zegas da soñj ar pezh a raio Soldat Louis diwezhatoc'h. Ar c'hanaouennoù liv ar fent pe ar goapaerezh warno alies a zegas da soñj ivez ar pezh a raio Les Goristes ugent vloaz goude.

Berr e seblant bezañ bet buhez ar strollad-mañ.

Sonerien kemmañ

Pladennoù kemmañ

Avel Vor Philips 9101150 1977.