Digeriñ al lañser pennañ
Banniel Kevredigezh ar Broadoù.
Kevredigezh ar Broadoù hag ar broioù ezel anezhi.

Kevredigezh ar Broadoù[1] (SDN pe SdN[2]) a oa un aozadur etrebroadel savet da-heul Feur-emglev Versailhez e 1919, savet e-unan e-pad Kuzuliadeg peoc'h Pariz, da wareziñ ar peoc'h en Europa goude ar Brezel-bed kentañ.

Palioù an SdN a oa an dizarmañ, mirout ouzh ar brezelioù a-drugarez da bennaenn ar surentez voutin, diskoulmañ an dizemglevioù dre zivizoù etre ar c'hostezennoù ha dre wellaat kalite ar vuhez.

Emedo e sez e Genève, er Palez Wilson ha goude e Palez ar Broadoù[3], ha kemeret e oa he lerc'h e 1945 gant Aozadur ar Broadoù Unanet.

IstorAozañ

An hini en doa atizet ar Stadoù all da sevel an SdN e oa prezidant ar Stadoù-Unanet, Woodrow Wilson, bet kelenner war skiantoù ar politikerezh e Princeton.

Hervez e ziefennadur e oa an diplomatiezhkuzh pennkaoz d'ar Brezel-bed kentañ ha ret e oa da Gevredigezh ar Broadoù stourm outi. 14vet mellad Wilson a oa eta diazez Kevredigezh ar Broadoù. Koulskoude e votas sened ar Stadoù-Unanet a-enep ma teufe o bro da vezañ ezel eus Kevredigezh ar Broadoù abalamour ma nac'he peurwiriekaat skrid-emglev Versailhez hag ar Stadoù-Unanet ne voent ket ezel anezhi morse. Etre an daou vrezel e oa kuitaet an SDN gant an URSS , an Alamagn nazi, Impalaeriezh Bro-Japan (e 1933) hag Italia (e 1937). Paul Hymans a zeuas da vezañ he c'hentañ Prezidant e 1920.

Emzalc'h broioù zoAozañ

Setu perak e oa bet gwelet broioù o kuitaat an aozadur :

  • Brazil e 1926,
  • Japan, a oa bet displijet gant ar binijenn roet dezhi goude bezañ aloubet Mandchouria, e 1932.
  • Italia, goude bezañ tremenet hebiou ar pinijennoù he doa bet abalamour da vrezel Etiopia
  • Kenkent ha 1933 e tilezas Alamagn Hitler an SDN.

Ne c’hellas ket an SDN mont :

  • a ene pan adarmañ en Alamagn e 1934,
  • nag a enep an adsoudardañ e Rheinland e 1936,
  • nag a enep an Anschluss e 1938, hag a stage Aostria da Alamagn;
  • a enep diskar Tchekoslovakia goude emglev München.

E 1939, ne c’hellas ket stourm ouzh enkadenn Dantzig ha gasas d’an Eil Brezel Bed. Goude-se ez a kuit Bro Spagn hag URSS eus an SDN. Da heul ar c’hwitadennoù se e voe divodet an SDN e miz Ebrel 1946.

C'hwitadennAozañ

Sellet e vez ouzh an SdN evel ur c'hwitadenn. Ar Stadoù-Unanet n'int ezel anezhi ha n'he deus ket nerzhioù armet dezhi hec'h-unan hag abalamour da se ne zeu ket a-benn da lakaat brezel Spagn da baouez ha kresk an naziegezh a zegasas an Eil Brezel-bed.

Daoust ma he deus gallet diskoulmañ un nebeut kudennoù (hini an inizi Åland da skouer) , he deus c’hwitet an SDN peogwir n’eo ket deuet a-benn da enebiñ ouzh ar broioù bras (Italia, Japan, Alamagn, URSS…) a zo bet pennkaoz d’an Eil Brezel Bed.

NotennoùAozañ

  1. Kevredigezh ar broadoù, Istor, Trede klask, Eil derez Diwan p 26
  2. implijet e vez an daou : SDN sur le site de l’ONU, SDN war lec'hienn an atilf, SdN ha SDN war droitshumains.org, SdN e dielloù ofis ar Broadoù-Unanet e Genève
  3. Palez ar Broadoù gweladenn eus Palez ar Broadoù war ar gwiad