Kiang


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Perissodactyla
Kerentiad : Equidae
Genad : Equus
Anv skiantel
Equus kiang
Moorcroft, 1841
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar c'hiang (Equus kiang) a zo ur bronneg karnek hag a vev en India, Sina, Tibet, Pakistan ha Nepal.

Doareoù pennañ

kemmañ

Brasoc'h eo eget an azen gouez hag azen gouez Azia, spesadoù kar dezhañ. War-dro 2 m eo eo hirder hag 1.40 m ouzh an draen. Etre 250 ha 450 kg eo e bouez.

Cheñch a ra liv e vlevenn hervez ar c'houlz-amzer : arruz en hañv ha gell teñval er goañv. Hiroc'h ha stankoc'h eo e vlev diouzh ar goañv.

Tost-mat eo ouzh azen gouez Azia ha n'eus nemet 1% a ziforc'h etre TDN mitokondriennoù an daou spesad. Disheñvelaet e vefe an daou spesad war-dro 500.000 bloaz 'zo.

Bevañ a ra war-dro 20 vloaz.

Gouennañ

kemmañ

Mare ar gouennañ a c'hoarvez e miz Eost ha miz Gwengolo. An dougen a bad 1 bloaz pe dost ha ganet e vez an eal nemetañ en hañv, pa eo fonnus ar boued.

Dizonet e vez an hini yaouank d'an oad a 1 bloaz ha tizhet e vez e oad gour da 2 vloaz.

Bevañ a ra e dezerzhioù ha stepennoù an uheldirioù, etre 4000 ha 7000 m a-us live ar mor.

 
Tiriad ar c'hiang