Ar c'hig oan zo kig tener. An tenerañ eo an oan-laezh, pa ne vez ket bet dizonet c'hoazh.

Kostennoù kig oan

Un toullad mat a veuzioù a vez graet gant kig oan: soubenn, kostezennoù, keusteur, ... Brudet eo an avu oan, kement a houarn ennañ evel an avu bevin.

Boued diwar an ein

kemmañ
  • ar flugez: avu, stripoù
  • ar "c'harrez", ur pezh tamm a vez ennañ an holl gostezennoù dizolo, kentañ hag eil
  • ar c'hostezennoù,
  • ar skoaz

ar c'hig-morzhed

  • ar jaritell, a zo un tamm morzhed

Keginañ

kemmañ

Er c'hiz vreizhek

kemmañ

Brudet eo an ein a beur er pradoù goloet gant ar mor. Re Eusa, pe re bae Menez Mikael ar Mor (Breizh ha Normandi).

Er c'hiz c'hall

kemmañ

Debret e vez rost oan gant pruneoz pe fav-munut. Lod a erbed evañ gwin Cahors gantañ.

Er c'hiz euskarat

kemmañ
  • pintxo a vez graet gant kig oan

Er c'hiz saoz

kemmañ

Kig oan bervet a vez servijet gant lipig diwar delioù bent friket.

Relijion

kemmañ

En teir relijion (yuzev, kristen, islamek) eo arouez ar glanded :

  • Kacher eo hervez ar yuzevien ;
  • Halal hervez ar vuzulmaned ;
  • ur c'hiz kristen eo debriñ kig oan da Bask, met n'eo ket gourc'hemenn hervez an Iliz.