Klytaimnestra
Klytaimnestra (en henc'hresianeg Κλυταιμνήστρα, Klutaimnếstra)[1], er vitologiezh c'hresian, eo anv unan eus merc'hed Tyndareos ha Leda. C'hoar Elena, Kastor ha Polydeükes eo.
Eureudiñ a reas gant Agamemnon, roue Mykenai ha breur Menelaos, roue Sparta. Pevar bugel he deus bet : Ifigeneia, C'hrysothemis, Orestes, hag Elektra. Aberzhiñ a reas Agamemnon e verc'h Ifigeneia, broudet gant an doueez Artemis, evit kavout avel a-walc'h da vont da Droia. Da-heul an dra-se, Klytaimnestra a gemeras ur serc'heg anvet Aigisthos ha pa zeuas he fried Agamemnon en-dro goude Brezel Troia e savas un irienn evit lazhañ anezhañ. Hi pe he serc'heg Aigisthos a vuntras Agamemnon pa oa o kibellat, gant e serc'h Kassandra.
Lazhet e vo d'he zro gant he mab Orestes, un nebeud bloavezhioù war-lerc'h.
Notennoù
kemmañ- ↑ diwar κλυτός, klutós, « brudet, anavezet » (brezhoneg klod(-us)) ha μνάομαι, mnáomai, « klask, pleustriñ »