Constance le Mérer

(Adkaset eus Koñstañsa ar Merer)

Constance Marie Perrine Le Mérer, Koñstañsa ar Merer ha Perinaig ar Merer he anvioù-pluenn (Lannuon, 24 a viz Gwengolo 1857 – Lannuon, 4 a viz Gwengolo 1945) a oa ur varzhez vrezhonek.

Merc'h d'ar c'hizeller Fulup ar Merer (1823-1890) e oa, ha da Vari Ivona an Helikog. Brudet e oa an tiegezh Merer e pastell-vro Lannuon evit e ampartiz war an arzoù : kizellañ, seniñ, livañ hag all.

Studioù mat a reas Koñstañsa e Lannuon kent monet da Lanvaeleg da skolaerez en ur skol brevez. E-pad bloavezhioù e sonas an ograoù en iliz ar barrez. Er bloaz 1914 avat e troas an ograoù da vut ; ken mantret e voe ar sonerez ma skrivas ur werz, An ogroù (sic) dilezet, a-zivout an darvoud ; embannet e voe e Kroaz ar Vretoned d'ar 1 a viz C'hwevrer 1914[1].

Adalek 1878, hag hi 55 bloaz, e krogas da gas he barzhonegoù hag he c'hanaouennoù da gelaouennoù brezhonek, Kroaz ar Vretoned hag Ar Vro en o zouez.

E 1930 e voe loreet gant Kelc'h Keltiek Pariz evit Ar chapeled arc'hant, hag e 1932 gant Kevredigez Broadel Breiz. Bloaz goude, e 1933, e voe degemeret Koñstañsa ar Merer gant Goursez Breizh dindan an anv Laouenanig ar Roz.

E 1938-39 e kuitaas Lanvaeleg da zistreiñ da Lannuon, man echuas he buhez.

Dastumet he devoa gwerzioù betek dibenn ar Brezel-bed Kentañ ; dizoloet e oa bet he 31 c'haier dastum en ur c'hrignol e 2013 e Lannuon.

« Abaoe an XIXvet kantved ez eus bet tud dedennet gant kanaouennoù ar bobl. Komprenet o deus talvoudegezh hon lennegezh dre gomz ha pegen pouezus e oa klask derc’hel roud ha soñj eus sonioù a oa bet treuzkaset a-hed ar c’hantvedoù war ar maez eus an eil kaner d’egile. Bras eo bet an eostad graet gant dastumerien an amzer-se evel Fañch an Uhel e Bro Dreger. Nevez zo hon eus dizoloet e-barzh ur solier un toullad kaieroù, ur c’hant bennak a ganaouennoù enne. Diembann eo an darn vrasañ anezhe. Dastumet e oant bet gant Constance Le Merer, o vevañ e Lanvaeleg d’ar c’houlz-se. Muzisianez e oa ha se zo kaoz e vez kavet ivez ar sonerezh da heul ar c’homzoù, pezh a zo ral-tre ha neuze talvoudusoc’h c’hoazh. Gant seurt danvez e c’heller kontañ e-touesk dastumerien vrasañ gizioù ar bobl e Breizh ar plac’h-se a oa he anv pluenn « Laouenanig ar roz. »

Bernard Lazbleiz

Levrlennadur

kemmañ
  • Une collecte de chants populaires dans le pays de Lannion, testennoù ha sonerezh kinniget gant Bernard Lasbleiz & Daniel Giraudon. Dastum Bro-Dreger, 2015. An dastumad kanaouennoù pobl graet gant Constance Le Mérer e dibenn an XIXvet kantved hag e deroù an XXvet kantved. Bez’ ez eo ur strollad ouzhpenn ur c’hant kanaouenn bennak ennañ, gwerzioù ha sonioù dreist-holl, asambles gant an tonioù.
  • Lukian Raoul, Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, Al Liamm, 1992, p. 253 (ISBN 2-7368-0034-6)

Notennoù

kemmañ