Koad Koetken
An HD794 o treuziñ Koad Koetken
An HD794 o treuziñ Koad Koetken
Anv gallek Forêt de Coëtquen
Melestradurezh
Bro Bro-Zol Bro-Zol,

Bro-Sant-Maloù

Departamant Aodoù-an-Arvor, Il-ha-Gwilen
Kumun Sant-Haelen, Sant-Pêr-Plewenn, Maez-Geraod ha Lanvalae
Statud Koadeg-domani, koad prevez
Douaroniezh
Daveennoù lec'hiañ [ 48° 27′ 14″ N, 1° 56′ 56″ K]
Gorread 632 ha
Uhelderioù bihanañ 31 m — brasañ 90 m
Gwez Derv, Faou

Koad Koetken zo ur goadeg-domani etre Bro-Zol ha Bro-Sant-Maloù hag en em astenn war 632 ha e kumunioù Sant-Haelen, Sant-Pêr-Plewenn, Maez-Geraod ha Lanvalae[1].

Douaroniezh

kemmañ

Ur gorread 632 hektar zo gant ar c'hoad, en em astenn dreist-holl war kumunioù Sant-Haelen (398 ha) ha Maez-Geraod (121 ha).

Treuzet eo gant an hent-departamant niv. 794 hag a liamm Dinan ouzh an HD 137 ha Komborn.

Eienañ a ra ar wazh Pont aux Chats e penn Su Koetken hag e kember gant gwazh Étang de la Chesnaye e penn norzh ar c'hoad.

Liesseurted ar vuhez

kemmañ

Ur goadeg derv ha faou eo, gant douaroù trenk-didrenk. Gwechall e oa pinvidik he bevliesseurted a-drugarez d'he geunioù hag e kaved meur a spesad ral enno ; an darn vrasañ anezho zo aet kuit avat dre m'eo bet disec'het an takadoù gleb. En o zouez an Neottia nidus avis, an Eriophorum gracile, Senecio helenitis hag all[1].

Koulskoude e chom fonnus liesseurted ar plant er c'hoad hag ul lec'h gouennañ a-bouez eo evit an evned ivez, e-lec'h ma kaver speged du, flouperiged boutin, rulosteged bailh, speged brizh bihan, speged krenn hag all[1].

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.