Speg du
| |||
---|---|---|---|
Ur speg du,
luc'hskeudennet en Alamagn.
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Piciformes | ||
Kerentiad : | Picidae | ||
Genad : | Dryocopus | ||
Anv skiantel | |||
Dryocopus martius (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar speg du (liester : speged du)[1],[2] a zo ur spesad evned, Dryocopus martius an anv skiantel anezhañ.
Anvet e voe Picus martius (kentanv) da gentañ-penn (e 1758)[3] gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).
Doareoù pennañ
kemmañ-
Dryocopus martius pinetorum
-
Penn ul labous yaouank
Boued
kemmañBevañ a ra diwar amprevaned koaddebrer hag a bak o vorzholiañ ha toullañ kef ar gwez war-bouez e bigos hir ha galloudus.
Annez hag isspesadoù
kemmañAr spesad a gaver an daou isspesad[4] anezhañ en Eurazia :
- Dryocopus martius khamensis, e Tibet ha mervent Sina,
- D. m. martius, eus kornôg Europa da Ledenez Kamtchatka ha Japan.
War gresk emañ tachenn ar speged du. Tizhet eo bet Breizh-Izel ganto nevezik 'zo.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Éditions Palantines, 2012, pajenn 1020a.
- ↑ (en) AnimalBase.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Dryocopus martius.