Koadeier gleb
(Adkaset eus Koadeg gleb)
Ar c'hoadeier gleb eo ar c'hoadeier ma ra kalz a c'hlav enno, etre 1 750 ha 2 000 mm bep bloaz.
Koadeier gleb gant un hin gerreizh
kemmañGwez deliaouek pe avalpinegek a gaver enno, en takadoù ma ren un hin gerreizh, el lec'h ma ra glav alies.
An darn vrasañ eus ar c'hoadegi a gaver en hini meurvorel gleb:
- Gwalarn Amerika an Norzh, eus Kalifornia da c'hevred Alaska;
- Gwalarn Europa: Breizh-Veur, Iwerzhon, Breizh, Norvegia;
- Su Chile;
- Gevred Aostralia (Tasmania/Victoria);
- Aod kornaoueg Enez Su Zeland-Nevez.
Koadeier gleb trovanel
kemmañ- Gwelet ar pennad pennañ: Koadeg trovanel gleb
Etre an trovanoù e kaver ar c'hoadeier-mañ e-lec'h ma ren un hin gehederel pe drovanel.
N'eont d'ober nemet un dekvedenn eus hollad an holl goadegi, da lavaret eo 12,3 milion a gilometradoù, met muioc'h a vevliesseurted a vez enno.