Ur yezh indez-aryek eo ar c'honkaneg (konkani कोंकणी) komzet e Goa, aodoù kreisteiz Maharashtra, aodoù Karnataka ha Kerala.

Unan eus yezhoù ofisiel India an hini eo..

Levezonet-don eo bet geriaoueg c'honkaneg gant hini ar yezhoù dravidek komzet en-dro dezhi.

Betek an 19vet kantved e veze renket evel ur rannyezh maratek.

Skrivet vez kement gant ar skritur devanagari ha gant al lizherenneg latinek pe c'hoazh gant ar skritur kannadek.

En arvar da vont da get e oa ar c'honkaneg abalamour da levezon ar portugaleg da gentañ ha war-lerc'h d'ar saozneg e-touez ar gatoliked ha da levezon ar marateg e-touez an hindoued, met deuet e oa bet a-benn an emsav da reiñ lusk d'ar yezh en-dro ha bremañ ez eo ar c'honkaneg yezh ofisiel Goa ma ra an darn vrasañ eus ar boblañs gantañ.


Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ