Krieg

yezh
(Adkaset eus Kreeg)

Krieg (anavezet ivez evel Cree-Montagnais, Cree-Montagnais-Naskapi) eo an anv a roer d'un toullad yezhoù algonkek heñvel-poch an eil ouzh eben ha komzet gant un 50 000 den bennak, eus ar bobl kri (Cree e saozneg) e Kanada, en un takad o vont eus Alberta betek Labrador.
Lod a gont 117 000 a dud en holl e Kanada, ar pezh a laka ar yezh e renk kentañ ar yezhoù amerindian e Kanada.

Plakenn teiryezhek saozneg / galleg / krieg e Winnipeg, Manitoba, Kanada

An izoglos pennañ implijet evit isrannañ ar yezh (pe yezhoù) kriek a denn d'an doare ma tiorroas /l/ ar c'hent-algonkeg, e sav rannyezhoù y, th, n, l diwarnañ.

Nav rannyezh pennañ zo (o vont a gornôg da reter) :

Meur a c'her a orin kriek a gaver ivez el luc'haj tchinouk, ur yezh-kenwerzh bet krouet evit an darempredoù gant Europiz.

Ur yezh liessintentezel eo ar c'hrieg, a c'hell sevel gerioù hir-spontus, evel kiskinohamatowkamikw, "skol", da lavaret eo al "lec'h ma vez lakaet da c'houzout an eil d'egile".

Implijet e vez silabenneg ar c'hrieg evit skrivañ ar c'hrieg dre vras, nemet e reter Kebek ha Labrador.

Kaozet e vez ivez un doare yezh kemmesk etre ar c'hrieg hag ar galleg anvet michifeg, a vez komzet ivez e Kanada.

Unan eus seizh yezh ofisiel Tiriadoù ar Gwalarn eo ar c'hrieg, met n'en deus ket ar memes statud e pep lec'h e Kanada ma vez komzet.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.