Michifeg (pe Mitchif, Mechif, Michif-Cree, Métif, Métchif) a zo anezhañ ur yezh komzet gant ar bobl hiron (galleg "métis") e Kanada, ganet diwar maouezed kreek ha gwazed c'hallegerion a Ganada.

N'eo ket ar michifeg ur yezh kreoleg met kentoc'h ur yezh kemmesk a deuas war wel un daou c'hant vloaz bennaket 'zo hag o tont da vezañ ur yezh staliet-mat etre 1820 ha 1840.

Gant ar michifeg e vez kemmesket elfennoù o tont eus ar c'hreeg diouzh un tu hag ar galleg evel m'emañ komzet e Kanada diouzh un tu all, hag ivez gant elfennoùigoù eus ar saozneg ha yezhoù amerikan all evel an ojibweg pe an Asiniboineg.

Dre vras e teu pep tra a denn d'an anv-kadarn diwar ar galleg, da skouer fonologiezh an anvioù, ar gerioù, ar vorfologiezh hag ar gevreadurezh, keit ha ma teu an elfennoù a denn d'ar verb diouzh rannyezhoù kreeg ar plaenennoù. Dont a ra ar gerioù mell eus ar galleg hag ar gerioù diskouezañ eus ar c'hreeg.

Gwechall e veze komzet ar yezh-mañ gant meur a hini, met war digresk ez eas an niver a dud a rae ganti betek ma teuas da vezañ ur yezh en arvar, o vezañ ma ne oa e 1997 nemet 1 000 den barrek warni.

Gwelet ivez:

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ