Krogad zugzwang divarvel
Ar C'hrogad zugzwang divarvel zo ur c'hrogad c'hoari echedoù a c'hoarvezas e Kopenhagen e miz Meurzh 1923 gant an Alaman Fritz Sämisch hag al Latviad-Danad Aaron Nimzowitsch.[1]
Abalamour d'un degouezh ral-tre e c'hounezas e anv, rak e kreiz ar c'hrogad en em gavas Sämisch e zugzwang : kement fiñv a raje a washaje e stad ; e dibenn ur c'hrogad e c'hoarvez zugzwang peurliesañ.
Den ne verzas ar c'hrogad-se d'an deiz ma voe c'hoariet. Daou vloaz goude, e 1925, A. Nimzowitsch a embannas e notennoù koulz er gazetenn Wiener Schachzeitung hag en e levr Die Blockade ma lakaas an degouezh-se d'ur zugzwang[2] ; lod mestrc'hoarierien n'int ket ali gantañ.
- Divarvel a ro dave d'ar
C'hrogad divarvel
a voe c'hoariet e 1851 e Londrez gant Adolf Anderssen ha Lionel Kieseritzky.
Dibun
kemmañ
|
Rendael
kemmañAr vestrc'hoarierien Wolfgang Heindenfeld (1911-1981), Andrew Soltis (ganet e 1947) ha Raymond Keene (ganet e 1948) a nac'has an termen zugzwang staget ouzh ar c'hrogad Sämisch–Nimzowitsch 1923.
- Heindenfeld : gwech ebet ne c'hoarvez zugzwang er c'hrogad-se ; Nimzowitsch zo darev da c'hoari 26. ... T5f3, Sämisch ne c'hall ket stourm a-enep, echu eo evitañ ha mat pell zo[3].
- Soltis : Sämisch en dije gallet fiñval hep en em lakaat en arvar, ha gounez tachenn goude ; Nimzowitsch a c'hall gounez an Damez, met kement-se n'eo ket zugzwang pa ne redi ket ar roue enebour d'en em lazhañ[4].
- Keene : seizadur zo, kentoc'h eget zugzwang ; erru e oa Sämisch er stad truezus a vez krak a-raok ar pat[5].
Gwelout ivez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (en) Winter, Edward (1997). 'Zugzwang'. Kavet : 01/02/2022.
- ↑ (de) 'Dir Blockade'. Kavet : 01/02/2022.
- ↑ (en) W. Heindelfeld meneget gant Golombez, Harry e Golombek's Encyclopedia of Chess, Crown, 1944 (ISBN 978-0-517-53146-4)
- ↑ (en) Soltis, Andrew : Chess to Enjoy, Stein & Day, 1980 (ISBN 978-0-8128-6059-7) – "Solbis, Andy" eo anv an aozer war golo al levr.
- ↑ (en) Keene, Raymond D. : Aron Nimzowitsch: A Reappraisal, David McKay, 1974 (ISBN 978-0-679-13040-6)