Kuzul an Norzh zo un aozadur a vod dilennidi eus broioù Skandinavia. Savet e voe e 1952 evit aesaat ar c'henlabour politikel etre pemp stad eus Skandinavia. Adalek ar penn kentañ e c'hallas o annezidi mont ha dont etre ar stadoù hep paseporzh ebet ha klasket e voe sevel ur marc'had boutin etrezo.

Banniel Kuzul an Norzh
Izili Kuzul an Norzh

Ar C'huzul a ya d'e ober bremañ 87 kannad dilennet eus Danmark, Finland, Island, Norvegia ha Sveden kenkoulz hag eus an inizi Faero, Greunland hag an inizi Åland. Bep bloaz e vezont dilennet, e-barzh parlamant pep bro. Un dalc'h hollek a vez en diskar-amzer, hag en nevez-amzer e vez bodet ar pemp bodad-labour a zo. Teir yezh labour zo : an daneg, an norvegeg hag ar svedeg.

E 1971 e oa bet savet ur C'huzul ar Vinistred evit kenurzhiañ politikerezh ar stadoù. Emañ burevioù kreiz Kuzul an Norzh e Kopenhagen ha burevioù all zo ivez e pep bro. Pal Kuzul an Norzh eo kas da benn labourioù ha ne c'hallfent ket bezañ graet gant pep stad he-unan. Rankout a ra gouarnamant pep bro rentañ kont eus ar pezh a ra evit ar c'henlabour etre broioù an Norzh dirak ar C'huzul.

E-touez izili Kuzul an Norzh emañ ar stadoù hag an tiriadoù-mañ :

Deuet eo ar broioù balt da vezañ arvesterien e-barzh Kuzul an Norzh, abaoe 1991 :

Liamm diavaez

kemmañ
  • Lec'hienn ofisiel e c'hwec'h yezh (daneg, norvegeg, svedeg, finnig, islandeg ha saozneg)