L'Armée des ombres (film)

L'Armée des ombres (Arme ar skeudoù) a zo ur film gallek (ur c'hemproduiñ gall-italian e gwirionez), sevenet gant ar filmaozour gall Jean-Pierre Melville (1917-1973) e 1969.

Savet e oa bet pevarzek film (unan berr[1] en o zouez) gant Melville etre 1946 ha 1972 : L'Armée des ombres a voe an daouzekvet, just war-lerc'h Le Samourai (miz Genver 1967) hag a-raok Le Cercle rouge (miz Here 1970). Chom a reas feal a-walc'h d'an oberenn orin, ar romant L'Armée des ombres embannet e 1943 gant Joseph Kessel, petra bennak m'en devoa ouzhpennet e eñvorennoù pa oa-eñ harzer ivez da goulz an Eil Brezel-bed. Awenet e voe gant tud veur eus an Harzerezh — Lucie Aubrac (1912-2007), Jean Pierre-Bloch (1905-1999), Pierre Brossolette (1903-1944), Jean Cavaillès (1903 -1944), Jean Moulin (1899-1943) ha Paul Rivière (1912-1998) peurgetket — da grouiñ pennañ tudennoù e film.

Fichenn deknikel

kemmañ

An danvez

kemmañ

Taolennet eo gant Melville buhez kuzh ur strollad harzerien — an ijinour Philippe Gerbier, Mathilde, Jean-François Jardie, Félix Lepercq, Claude Ullmann ha Guillaume Vermersch — renet gant Luc Jardie, etre an 20 a viz Here 1942 hag an 23 a viz C'hwevrer 1943 : an darempredoù gant Londrez, an toulloù-kouzh na c'haller ket chom re da ziskuizhañ, dalc'hioù hag atersadurioù ar polis alaman pe c'hall gwechoù 'zo, an aon, ar yudaderezhioù, hag all...

Roll ar gomedianed

kemmañ

Yen-sklas e voe an darempredoù etre Melville ha Ventura, pennañ tudenn e film, ha padout a reas a-hed ar filmañ. En em yenañ a rae an eil ouzh egile abalamour d'un diemglev c'hoarvezet da-geñver Le Deuxième Souffle (1966) : ne gemeras perzh Ventura e-barzh L'Armée des ombres nemet en abeg d'ar gevrat en devoa sinet hag eñ rediet d'ober un eil film a-gevret gant Melville.

Diwar-benn sonerezh ar film

kemmañ

E-keit m'emañ Philippe Gerbier o kerzhout war-du al lec'h ma vo-eñ fuzuilhet e klever un ton hag a zo chomet brudet-kenañ : penn-kentañ ar pedervet lodenn (Protest) eus Spirituals for String Choir and Orchestra (savet e 1941 gant ar pianoour ha sonaozer stadunanat Morton Gould (1913-1996)) an hini eo. Sonerezh an abadenn skinwel c'hallek Les Dossiers de l'écran e voe etre 1967 ha 1991 ivez : Spirituals for Strings Choir and Orchestra: IV. Protest.

Goproù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ