La Gravida pe La donna gravida (an Dougerez) zo un eoullivadur war goad gant al livour italian Raffaello Sanzio graet etre 1505 ha 1506, e Firenze, en Italia. Hiriv emañ eno, er Palez Pitti.

La donna gravida gant Raffaello Sanzio.

Er poltred e weler ur vaouez brazez en he c'hoazez, he dorn kleiz war he c'hof. Ral ken-ken e oa ar poltredoù dougerezed en amzer an Azginivelezh. Poltred Emilia Pia da Montefeltro e vefe an daolenn.