Jean-Baptiste de Lamarck

(Adkaset eus Lamarck)

Jean-Baptiste de Lamarck (1744, Bazentin - 1829, Pariz) a zo ur naturour gall, e-touez ar re gentañ o vezañ klasket displegañ ar pezh a c’helle gwelet en e endro naturel.

Poltred Jean-Baptiste de Lamarck.

BuhezAozañ

Studioù a raio e ti ar Jezuisted etre 1755 hag 1759. Ur soudard e vo goude e studi hag e kavo ar plas a varc’heg « Lamarck », rediet e vo da guitaat an arme e 1765 rak ur gwallzarvoud, labourat a raio evit ur c’hont hag da c’houde e studio ar skiantoù naturel hag ar mezegerez hag al louzawouriezh. E 1778 ar voulerez rouedel a embanno e Flor gall, el levr-se e vo posupl d’an holl anavezout ar plant. A drugarez d’al levr-se e vo anavezer hag gant sikour Georges-Louis Leclerc de Buffon, e vo posupl dezañ klask ur plas en akademiezh skiantel. Goude e 1783 e vo roet ar gwir da vezañ emeziad ar skiantoù. E 1790 e vo spisaet e labourioù war al louzawouriezh, dre se tro hanter-kant vloaz e vo roet dezhañ ur plas a gelenner istor naturel war an amprevaned e liorzhoù ar roue. Kemer a raio perzh gant Lakanal da zreistkemmañ liorzh ar roue en ur seurt mirdi war ar skiant-istorel. Kelenner war ar zoologiezh nannmeilkeineg a raio, ijin a raio ar ger "biologiezh" da anavez ar boudoù bev, krouiñ a raio ivez paleontologiezh ar nannmelkeineged. E pad meur a vloavezh e vo e sevel renkadur ar boudoù divelgein.

Div oberenn a ra ‘mañ lesanvet tad an treuzkemm, pe emsaver ar Lamarckism : Prederopuriezh zoologiez e (1809) hag Istor an natur hag al loened e (1815-1822).

Hag a vo ar c’hentañ da sevel ar meteorologiezh, paleontologiezh an diforc’h a raio gant an nann melkeineget hag ar melkeineged hag an transformism. An amzer hag an darvoudoù a gemer ur perzh war an organeg, setu e sav ezhommoù, boazioù hag a lak o barregezhioù da startaat ha da liesaat.

An organoù hag o galloudegezh a gemm e kerzh ar rummadoù. Asantiñ a raio gwelet un heñvelder etre ar spesadoù fosil hag a re vev c’hoazh.

Burutellat a raio teorienn Georges Cuvier war ar gwallreuzegezh ha de dro e vo taget gantañ. A bouez e vo evitañ tremen ar gwallreuzegezh hag kompren doreoù ar grouidigezh, da gemm ha da wellat ar spesadoù. Dont a raio da vezañ dall, e fin e vuhez e vo en e mirdi oadet a 85 bloaz hag e varvo, d’un doare tristidik a-walc’h e 1829. Lamarck en doa roet ur plas dreist d’an natur hag d’he arnodiñ.

E vennozhioù a ziwar-benn an emdroadur: an emdreiñAozañ

 
Poltred Jean-Baptiste de Lamarck graet gant Jules Pizzetta e 1893.

Dezhañ emañ bepred an dud o kemm dec'h, bremañ, arc'hoazh, ne baouezont ket d’en ober hag e teuont a-benn da dizhout ur varregezh en ur pleustriñ en o endro. Dre o endro e vez tu d’ar spesad gounid barregezhioù war tachennoù anavezet mat ganto rak int rediet d’e reizhañ. An endro a ro ar perzh nemetañ da vezañ efedus war kement boud. Ar cheñchamantoù degouezhet war ur genad a zo displeget gantañ hervez ur plastikellez eus ar fenotipenn. Lamarck a glasko displegañ an doare ma c’hoarvez kement degouezh nevez en ur spesad. Neuze hervezañ emañ an holl boudoù o tifretañ en ho endro hag o tont da vezañ barrekoc’h-barrekañ, en ur ouennañ e vo roet ar perzhioù mad d’ar remziad bugel hag evel-se a setu tout. Ur seurt heuliadenn emañ an emdroadur a genad da c’henad, en em ledanaat a ra kement organ setu penaos e espleg kement emdroadur: herelez ar perzhioù gounezet zo kaoz eus ur cheñchamant merzhus war mareoù goude. Harpet eo e deorienn gant kement loen bev evel an amprevaned hag ivez gant ar c'harrekaennoù hag a veze kavet en e jardin, mirdi an istor naturel.

Ur skouer vat eus Afrika a zeu gantañ da ziskouez e vennozh pennañ : ar jirafenn. Ur gouzoug hir zo ganti da welet ha da vezañ gwelet a-bell, met dreist holl da dapout an delioù mat eviti. Kavout a reont o fred er gwez uhelañ a zrugarez d'o gouzoug, ha displegañ a ra e hirder gant nerzh ar metoù, al lerc'h ma vez o bevañ (endro). Bevañ a rae war douaroù e metoù tomm hep un disterig geotenn. Setu eo bet rediet ar jirafenn da dapout an delioù hag a oa uheloc'h eget ar baourentez war al leur. En ur vezañ rediet da sevel e gouzoug, hag en ur astenn anezhañ e vefe deuet ar jirafenn barrek war an doare-se da lonkañ ar c'hlaz. Goude en ur ouennañ e vefe bet roet kement madelezh da zreistbevañ d'ar remziad goude hag e vefe c'hoarvezet neuze er memes mod eviti, un hiraadenig eus ar gouzoug en ur astenn e gouzoug muioc'h c'hoazh eget e dad-kozh. Un eil skouer eus e vennozh a dreuzfurmidigezh zo, an naer. Ar fed da vezañ moan ha hir zo an doare m'eo bet boazet da ruzañ war al leur ha d'en em guzhat er geot hir. Evel-se e tispleg Lamack e deorienn en ur lavar e c'hoarvez kement emdroadur gant ur fonksion lineel, pep tra a zeu diwar redi an endro en un doare reoliek (eus 1 e za da 2 hag eus 2 ez a da 3;4;5...). Lamarck o vezañ ur naturalour eus an XVIIIvet kantved hag unan eus ar re gentañ o vezañ klasket displegañ penaos e c'hoarve an emdreiñ a zo kouezet e-barzh ur pech. Displegañ a rae ar cheñchamantoù merzhus degouezhet war ar spesad e kerz an amzer gant un nerzh graet warni : an endro o vezañ o kemer ar perzh-se da rediañ ar spesad da cheñch evit kaout danvez ennañ d'he enebiñ. Faos emañ an doare-mañ da zisplegañ e c'hoarveze an emdroadur er spesadoù gant ar perzhioù roet gant ur genad d'ar remziad goude. N'eo ket peogwir e vo troc'het ur brec'h kleiñ din ne c'hello ket ma bugale kaout unan ivez. Gant lezennoù Mendel bet dizoloet en XIXvet kantved e c'heller lavar eo dibosupl rak e ront an displegadenn eus an doare ma c'hoarvez an herlez. Holl doareennoù ar gerent herezet ganeomp zo tremenet dre un pe veur a sekañs TDN.

Ar pezh poulek a c'heller tennañ eus Lamarck a zo bet eo posupl d'ur spesad gounit barregezhioù sevenadurel pe skiant-prenet hag da c'houde treuzkas ar c'helaouadennoù-se d'ar rummad goude. Un tres sevenadurel o vezañ ur wiziegezh, ur greden, ur vitoloiezh, un hengoun, ur ganaouenn pe ur sekred kegin vez kaset dre ar c'hopiañ. Ur skouer vat a ziskouez ar menoz Lamarckian da geñver an treuzkas sevenadurel. Daou daol-arnodig gant daou seurt razhed a c'hell e brouiñ. Reiñ a reer avaloù-pin da razed bihan eus ur vamm barrek d'he zigeriñ, met disavet eo ar razed gant ur vamm n'eo ket arbennikaet d'en ober. Stadet e vo ne c'hello ket an daou razh bihan o tigeriñ ha dre-se o devo naon. Bremañ e vo graet ar c'hontrol. Roet e vo avaloù-pin d'ar razhed bugel gant orin ur vamm divarrek war ar seurt tachenn, met disavet an taol-mañ gant ur vamm gouest. An disoc'h a lako ar razed gant ur vamm a orin divarrek, da gellet digeriñ an aval-pin ha da zebriñ anezhi. Klozañ a c'heller e klask ar razed vihan ober evel o mammoù hag e teskont an doareoù bevañ gante ha n'eus netra da welet gant ar genetek.

Liammoù diavezAozañ