Lambal Kumuniezh
Lambal Kumuniezh a oa un etrekumuniezh (ur gumuniezh-kumunioù) eus departamant Aodoù-an-Arvor, e Breizh. Un darn eus Bro Sant-Brieg eo. D'ar 1añ a viz Genver 2017 e oa deuet da vezañ Lambal Douar ha Mor, goude kendeuziñ gant div gumuniezh-kumunioù-all, 2 gumun a oa e kumuniezh kumunioù Bro Matignon, 6 kumun a oa e kumuniezh kumunioù Bro Gwesklin ha 5 kumun a oa e Kumuniezh kumunioù Bro Monkontour.
Edo he sez e Lambal. He frezidant diwezhañ zo Loïc Cauret, maer Lambal[1].
Ar c'humunioù
kemmañTri-c'hwec'h kumun a yae d'ober anezhi:
- Andel
- Brehant-Monkontour
- Henant-Sal
- Kistenid
- Koedmaeg
- Lambal (sez)
- Landehen
- Lanvelor
- Morieg
- Noual
- Pengilli
- Peuñvrid
- Sant-Glenn
- Sant-Rieg
- Sant-Rivoued
- Trebrid
A-raok bezañ kendeuzet gant Lambal e 2016 e oa ivez Melin un ezel ar gumuniezh-kumunioù.
Pennad kar
kemmañLiamm diavaez
kemmañ
== Brezhoneg ==
E distro-skol 2019 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 1094 skoliad (8,0% eus skolidi ar gumuniezh evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).[ http://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019]
Notennoù
kemmañ- ↑ « Lamballe communauté : Loïc Cauret réélu président », Ouest-France, 17 a viz Ebrel 2014.