Laminaria digitata
| |||||
---|---|---|---|---|---|
Laminaria cloustoni | |||||
Rummatadur Cronquist | |||||
Riezad : | Plantae | ||||
Skourrad : | Heterokontofita | ||||
Kevrennad : | Faeofikeae | ||||
Urzhad : | Laminarialeged | ||||
Kerentiad : | Laminariaseged | ||||
Genad : | Laminaria | ||||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ur spesad bezhin gell eo al Laminaria digitata, anvet tali moan pe jelmestr e brezhoneg.
Meneget eo ar bezhin-se en Inventaire de Roscoff, savet gant J. Feldman e 1964, gant an anv :
- Laminaria digitata (Hudson) J.V. Lamouroux 1813: 42
Anvioù brezhonek
kemmañMeur a anv a vez implijet.
E Kernev-Izel e kaver : bol, baol, paol (b).
E Bro-Leon e reer anezhe : bezhin bleuñv, bezhin sklej, bezhin stonn, bezhin warle, cholgorn, foetoù-traezh, gwaskle, goazle, gwrac’hle, warle, grac'hle, (Bro-Bagan, Gorre-Leon) ; kaol (–enn) (Kerlouan, Gorre-Leon) ; korle, melkern, salkorn, tali du (Goueled-Leon) ; tali gwrac'hle, tali warle, tali laezh, tali moan (Goueled-Leon) ; tali moan Ebrel.
E Bro-Dreger e vezont anvet felest(r) ha jelmestr (treid moan).
Notennoù taksonomek
kemmañHervez renabl Rosko[1] e kaver anezhañ e meur a lec’h disheñvel. E lec’hioù maenek goudoret pe gant nebeut a gas. Gwelet e vez en daere pa ziskenn kalz ar mor da goulz an nevez-bras.
Gouennadur : Padus. Frouezhus int a-hed ar bloaz.
Dastumet e vez kalz ar bezhin-mañ gant bezhinaerien Bro-Leon. Gwelet e vez an dalienn a-wechoù klañvet gant Laminariocolax tomentosoides isspesad deformans (gwechall Streblonema deformans).
Daveoù
kemmañ- « Inventaire des algues de Roscoff »
- Rousseau, F., Burrowes, R., Peters, A.F., Kuhlenkamp, R. and de Reviers, B. A comprehensive phylogeny of the Phaeophyceae based on nrDNA sequences resolves the earliest divergences, C. R. Acad. Sci. III, Sci. Vie 324 (4), 305-319 (2001)
Notennoù
kemmañ- ↑ Inventaire de Roscoff J. Feldman 1964