Laura Dianti, pe Laura de'Dianti, anavezet ivez evel Eustochia, ganet war-dro 1480, marvet e 1573, a oa serc'h da Alfonso Iañ d'Este (1476-1534), dug Ferrara, ha marteze e drede pried goude marv an eil, Lucrezia Borgia. Merc'h e oa da Francesco Boccacci Dianti. Anaout a reer anv ur breur dezhi, Bartolomeo, ha gouzout a reer he devoa ur c'hoar leanez e kouent Sant' Agostino e Ferrara.

Laura Dianti, gant Tizian, 1523

Goude marv an dugez Lucrezia Borgia, e 1519, e teuas Laura da vout serc'h an dug Alfonso Iañ d'Este : krediñ a reer e krogas o darempred a-raok Here 1524, pa voe roet dezhi douaroù en dugelezh ha savet dezhi ur palez anvet «palazzina della Rosa» ma lavarer ez ae an dug d'he c'haout dre un nor guzh.

Goude marv Alfonso e reas Laura Dianti war-dro he daou vab, a voe desket gant al lenneien Giambattista Giraldi Cinzio ha Pellegrino Morato. Ober a reas ivez war-dro he douar hag he lez ma tegemere tud evel Vincenzo Brusantini, Luigi Grotto, Battista Guarini, Alberto Lollio, hag arzourien evel Tommaso da Carpi, Camillo Filippi hag e vab Bastianino.

He bugale

kemmañ

Daou vab[1] he doe gant Alfonso:

Anavezet e voent gant o zad en e destamant savet e 1533, daou viz a-raok e varv. Hec'h anv-hi n'eo ket meneget met pemp deiz a-raok mervel e legadas dezhi ha d'he mibien an Delizia del Verginese, a oa da vezañ roet d'e vab Ercole[2].


Notennoù

kemmañ
  1. http://www.castelloestense.it/ita/castello/storia/personaggi.html
  2. https://web.archive.org/web/20081007035300/http://www.portoinrete.com/la_citta/storia/verginese.php

Levrlennadur

kemmañ
  • Giulio Righini, Due donne nel destino di Casa d’Este: Marchesella degli Adelardi, Laura Dianti, Ferrara, Dep. Prov. Ferrarese di Storia Patria 1964

Pennadoù kar

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ