Le Morte d'Arthur / 3e istor
(Adkaset eus Le Morte d'Arthur / 3de istor)
The Noble Tale of Sir Launcelot Du Lake, "Istor nobl Sir Lanselod al Lenn", eo trede istor Le Morte Darthur ar skrivagner saoz Sir Thomas Malory (c. 1416 – 14 a viz Meurzh 1471), a skrivas pa oa bac'het e London adalek 1468 betek 1470.
Un henvoulladenn eus Le Morte Darthur a voe graet e 1485 gant William Caxton (c. 1422 – c. 1491) e London.
Diwar un eilskrid eus oberenn Malory hag un dornskrid all e labouras Caxton. Kentoc'h eget moullañ an eizh istor evel e oant bet skrivet gant Malory e kavas gwelloc'h o rannañ en 21 levrenn ha 504 fennad, setu e ya trede istor Malory d'ober al levrenn VI, 18 pennad ennañ.
Dornskrid ha henvoulladur
kemmañSetu amañ penaos e voe rannet trede istor Le Morte Darthur gant William Caxton, hag ar pezh a zo kontet ennañ.
Thomas Malory The Noble Tale of Sir Launcelot Du Lake Istor nobl Sir Lanselod al Lenn | |
---|---|
William Caxton | |
Levrenn VI (18 pennad) | |
I | How Sir Launcelot and Sir Lionel departed from the court, and how Sir Lionel left him sleeping and was taken. Penaos e kuitaas Sir Lanselod ha sir Lionel al lez, ha penaos en e lezas Sir Lionel kousket hag e voe kemeret. |
II | How Sir Ector followed for to seek Sir Launcelot, and how he was taken by Sir Turquine. Penaos ez eas Sir Hector da glask war-lerc'h Sir Lanselod, ha penaos e voe kemeret gant Sir Turquine. |
III | How four queens found Launcelot sleeping, and how by enchantment he was taken and led into a castle. Penaos peder rouanez a gavas Lanselod kousket, ha penaos dre achanterezh e voe kemeret ha kaset d'ur c'hastell. |
IV | How Sir Launcelot was delivered by the mean of a damosel. Penaos e voe divac'het Sir Lanselod gant un dimezell. |
V | How a knight found Sir Launcelot lying in his leman's bed, and how Sir Launcelot fought with the knight. Penaos ur marc'heg a gavas Sir Lanselod gourvezet war gwele e garantez, ha penaos en em gannas Lanselod gant ar marc'heg. |
VI | How Sir Launcelot was received of King Bagdemagus' daughter, and how he made his complaint to her father. Penaos e voe degemeret Sir Lanselod gant merc'h ar roue Bagdemagus, ha penaos e savas-eñ klemm ouzh he zad. |
VII | How Sir Launcelot behaved him in a tournament, and how he met with Sir Turquine leading Sir Gaheris. Penaos en em renas Sir Lancelot en un tournamant, ha penaos e kejas ouzh Sir Turquine o kas Sir Gaheris. |
VIII | How Sir Launcelot and Sir Turquine fought together. Penaos en em gannas Sir Lanselod ha Sir Turquine. |
IX | How Sir Turquine was slain, and how Sir Launcelot bade Sir Gaheris deliver all the prisoners. Penaos e voe lazhet Sir Turquine, ha penaos e c'hourc'hemennas Sir Lanselod da Sir Gaheris divac'hañ an holl brizonidi. |
X | How Sir Launcelot rode with a damosel and slew a knight that distressed all ladies and also a villain that kept a bridge. Peanos e varc'hekaas Sir Lanselod gant un dimezell hag e lazhas ur marc'heg a reuzie an holl itronezed hag ivez un den partabl hag a oa o tiwall ur pont. |
XI | How Sir Launcelot slew two giants, and made a castle free. Penaos e lazhas Sir Lanselod daou ramz, hag e tieubas ur c'hastell. |
XII | How Sir Launcelot rode disguised in Sir Kay's harness, and how he smote down a knight. Penaos e varc'hekaas Sir Lanselod treuzwisket gant harnez Sir Kei, ha penaos e tiskaras ur marc'heg. |
XIII | How Sir Launcelot jousted against four knights of the Round Table and overthrew them. Penaos e stourmadennas Sir Lanselod enep pevar marc'heg eus an Daol Grenn hag en o feurfaezhas. |
XIV | How Sir Launcelot followed a brachet into a castle, where he found a dead knight, and how he after was required of a damosel to heal her. Penaos e heulias Sir Lanselod ur giez vihan betek ur c'hastell, ma kavas ur marc'heg marv, ha penaos e voe azgoulennet digantañ goude gant un dimezell he fareañ. |
XV | How Sir Launcelot came into the Chapel Perilous and gat there of a dead corpse a piece of the cloth and a sword. Penaos e teuas Sir Lanselod er Chapel Birilhus hag en devoe un tamm eus an danvez hag ur c'hleze digant ur c'horf-marv. |
XVI | How Sir Launcelot at the request of a lady recovered a falcon, by which he was deceived. Penaos ez adkavas Sir Lanselod ur falc'hun diwar goulenn un itron, e voe touellet ganti. |
XVII | How Sir Launcelot overtook a knight which chased his wife to have slain her, and how he said to him. Penaos ez adtapas Sir Lanselod ur marc'heg a oa o redek e wreg evit he lazhañ, ha penaos e komzas outañ. |
XVIII | How Sir Launcelot came to King Arthur's Court, and how there were recounted all his noble feats and acts. Penaos e teuas Sir Lanselod da lez ar roue Arzhur, ha penaos e voe kontet eno e gurioù hag oberoù. |
Explicit the noble tale of Sir Launcelot du Lake, which is the VI book. Here followeth the tale of Sir Gareth of Orkney that was called Beaumains by Sir Kay, and is the seventh book. Echu eo istor nobl Sir Lanselod al Lenn, a zo al levr VI. Amañ da-heul istor Sir Gareth a Inizi Orc'h, a veze anvet Beaumains gant Sir Kei, hag a zo ar seizhvet levr. |
Levrlennadur
kemmañ- Le Morte d'Arthur