Le Morte d'Arthur / 4e istor
The Tale of Sir Gareth of Orkney, "Istor Sir Gareth ag Inizi Orc'h", eo pevare istor Le Morte Darthur ar skrivagner saoz Sir Thomas Malory (c. 1416 – 14 a viz Meurzh 1471), a skrivas pa oa bac'het e London adalek 1468 betek 1470.
Un henvoulladenn eus Le Morte Darthur a voe graet e 1485 gant William Caxton (c. 1422 – c. 1491) e London.
Diwar un eilskrid eus oberenn Malory hag un dornskrid all e labouras Caxton. Kentoc'h eget moullañ an eizh istor evel e oant bet skrivet gant Malory e kavas gwelloc'h o rannañ en 21 levrenn ha 504 fennad, setu e ya pevare istor Malory d'ober al levrenn VII, 35 pennad ennañ.
Dornskrid ha henvoulladur
kemmañSetu amañ penaos e voe rannet pevare istor Le Morte Darthur gant William Caxton, hag ar pezh a zo kontet ennañ.
Thomas Malory The Tale of Sir Gareth of Orkney Istor Sir Gareth ag Inizi Orc'h | |
---|---|
William Caxton | |
Levrenn VII (35 pennad) | |
I | How Beaumains came to King Arthur's Court and demanded three petitions of King Arthur. Penaos e teuas Beaumains da lez ar roue Arzhur hag e reas teir azgoulenn d'ar roue Arzhur. |
II | How Sir Launcelot and Sir Gawaine were wroth because Sir Kay mocked Beaumains, and of a damosel which desired a knight to fight for a lady. Penaos e fuloras Sir Lanselod ha Sir Gawain abalamour m'en devoa Sir Kei goapaet Beaumains, hag a-zivout un dimezell a c'hoantae ma stourmje ur marc'heg evit un itron. |
III | How Beaumains desired the battle, and how it was granted to him, and how he desired to be made knight of Sir Launcelot. Penaos e c'hoantaas Beaumains an emgann, ha penaos e voe roet dezhañ, ha penaos e c'hoantaas bout marc'heget gant Sir Lanselod. |
IV | How Beaumains departed, and how he gat of Sir Kay a spear and a shield, and how he jousted with Sir Launcelot. Penaos e loc'has Beaumains kuit, ha penaos en devoe ur goaf hag ur skoed digant Sir Kei, ha penaos e stourmadennas gant Sir Lanselod. |
V | How Beaumains told to Sir Launcelot his name, and how he was dubbed knight of Sir Launcelot, and after overtook the damosel. Penaos e lavaras Beaumains e anv da Sir Lanselod, ha penaos e voe marc'heget gant Sir Lanselod, hag ez adtapas an dimezell da c'houde. |
VI | How Beaumains fought and slew two knights at a passage. Penaos e stourmas Beaumains ouzh daou varc'heg en ur roudouz hag en o lazhas. |
VII | How Beaumains fought with the Knight of the Black Launds, and fought with him till he fell down and died. Penaos e stourmas Beaumains ouzh Marc'heg ar C'hompezennoù Divuhez Du, hag e stourmas outañ betek ma kouezhas ha ma varvas. |
VIII | How the brother of the knight that was slain met with Beaumains, and fought with Beaumains till he was yielden. Penaos e kejas breur ar marc'heg hag a oa bet lazhet ouzh Beaumains, hag e stourmas enep Beaumains betek ma voe faezhet. |
IX | How the damosel again rebuked Beaumains, and would not suffer him to sit at her table, but called him kitchen boy. Penaos e voe gourdrouzet Beaumains gant an dimezell adarre, hag e nac'has-hi ma'z azezje ouzh he zaol, oc'h ober paotr-kegin anezhañ. |
X | How the third brother, called the Red Knight, jousted and fought against Beaumains, and how Beaumains overcame him. Penaos e stourmadennas hag e stourmas an trede breur, anvet ar Marc'heg Ruz, enep Beaumains, ha penaos e voe faezhet gant Beaumains. |
XI | How Sir Beaumains suffered great rebukes of the damosel, and he suffered it patiently. Penaos e c'houzañvas Beaumains gwall rebechoù digant an dimezell, hag en o gouzañvas ent-habask. |
XII | How Beaumains fought with Sir Persant of Inde, and made him to be yielden. Penaos e stourmas Beaumains enep Sir Persant of Inde, hag e lakaas d'en em zaskor. |
XIII | Of the goodly communication between Sir Persant and Beaumains, and how he told him that his name was Sir Gareth. A-zivout an emziviz bras etre Sir Persant ha Beaumains, ha penaos e lavaras dezhañ e oa Sir Gareth e anv. |
XIV | How the lady that was besieged had word from her sister how she had brought a knight to fight for her, and what battles he had achieved. Penaos he devoe an itron hag a oa sezizet keloù digant he c'hoar a-zivout donedigezh ur marc'heg da stourm eviti, ha pe emgannoù en devoa graet. |
XV | How the damosel and Beaumains came to the siege; and came to a sycamore tree, and there Beaumains blew a horn, and then the Knight of the Red Launds came to fight with him. Penaos e teuas an dimezell ha Beaumains d'ar seziz ; hag e teujont d'ur skavenn-wrac'h wenn, hag eno e c'hwezhas Beaumains en ur c'horn, ha neuze e teuas Marc'heg ar C'hompezennoù Divuhez Ruz da stourm eneptañ. |
XVI | How the two knights met together, and of their talking, and how they began their battle. Penaos e kejas an daou varc'heg an eil ouzh egile, hag a-zivout o c'homzoù, ha penaos e voulc'hjont o emgann. |
XVII | How after long fighting Beaumains overcame the knight and would have slain him, but at the request of the lords he saved his life, and made him to yield him to the lady. Penaos e faezhas Beaumains ar marc'heg goude un hir a stourm hag en devije e lazhet, nemet e saveteas e vuhez diwar goulenn an aotrouien, hag en e lakaas d'en em zaskor d'an itron[1]. |
XVIII | How the knight yielded him, and how Beaumains made him to go unto King Arthur's court, and to cry Sir Launcelot mercy. Penaos en em zaskoras ar marc'heg, ha penaos en e lakaas Beaumains da vont da lez ar roue Arzhur, ha da azgoulenn trugarez digant Sir Lanselod. |
XIX | How Beaumains came to the lady, and when he came to the castle the gates were closed against him, and of the words that the lady said to him. Penaos ez eas Beaumains davet an itron, ha pa'z erruas er c'hastell e voe serret an dorioù outañ, hag a-zivout ar c'homzoù a lavaras an itron dezhañ. |
XX | How Sir Beaumains rode after to rescue his dwarf, and came into the castle where he was. Penaos e varc'hekaas Sir Beaumains goude da saveteiñ e gorr, hag e teuas er c'hastell m'edo. |
XXI | How Sir Gareth, otherwise called Beaumains, came to the presence of his lady, and how they took acquaintance, and of their love. Penaos e teuas Sir Gareth, anvet Sir Beaumains ivez, dirak e itron, ha penaos ez ejont e darempred, hag a-zivout o c'harantez. |
XXII | How at night came an armed knight, and fought with Sir Gareth, and he, sore hurt in the thigh, smote off the knight's head. Penaos e teuas ur marc'heg armet diouzh noz, hag e stourmas enep Sir Gareth, hag eñ, gwall c'hloazet en e vorzhed, a droc'has penn ar marc'heg. |
XXIII | How the said knight came again the next night and was beheaded again, and how at the feast of Pentecost all the knights that Sir Gareth had overcome came and yelded them to King Arthur. Penaos e tistroas en noz war-lerc'h ar marc'heg meneget hag e voe dibennet adarre, ha penaos, da fest ar Pentekost, e teuas an holl varc'heien hag a oa bet faezhet gant Sir Gareth d'en em zaskor d'ar roue Arzhur. |
XXIV | How King Arthur pardoned them, and demanded of them where Sir Gareth was. Penaos e pardonas ar Roue Arzhur dezho, hag e c'houlennas diganto pelec'h edo Sir Gareth. |
XXV[2] | How the Queen of Orkney came to this feast of Pentecost, and Sir Gawaine and his brethren came to ask her blessing. Penaos e teuas rouanez Inizi Orc'h d'ar fest ar Pentekost-mañ, hag e teuas Sir Gawain hag e vreudeur da c'houlenn he bennozh. |
XXVI | How King Arthur sent for the Lady Lionesse, and how she let cry a tourney at her castle, whereas came many knights. Penaos e tegemennas ar roue Arzhur an Itron Lioness, ha penaos e lakaas-hi da gemenn un tournamant en he c'hastell, ma teuas kalz marc'heien. |
XXVII | How King Arthur went to the tournament with his knights, and how the lady received him worshipfully, and how the knights encountered. Penaos ez eas ar roue Arzhur d'an tournamant gant e varc'heien, ha penaos en e zegemeras an itron gant azaouez, ha penaos en em dourtas ar varc'heien. |
XXVIII | How the knights bare them in the battle. Penaos en em zalc'has ar varc'heien en emgann. |
XXIX | Yet of the said tournament. C'hoazh a-zivout an tournamant meneget. |
XXX | How Sir Gareth was espied by the heralds, and how he escaped out of the field. Penaos e voe gwelet Sir Gareth gant an haroded, ha penaos e tec'has kuit eus an dachenn. |
XXXI | How Sir Gareth came to a castle where he was well lodged, and he jousted with a knight and slew him. Penaos ez erruas Sir Gareth d'ur c'hastell ma voe lojet mat, hag e stourmadennas enep ur marc'heg hag en e lazhas. |
XXXII | How Sir Gareth fought with a knight that held within his castle thirty ladies, and how he slew him. Penaos e stourmas Sir Gareth ouzh ur marc'heg hag a zalc'he tregont itron en e gastell, ha penaos en e lazhas. |
XXXIII | How Sir Gareth and Sir Gawaine fought each against other, and how they knew each other by the damosel Linet. Penaos e stourmas Sir Gareth ha Sir Gawain an eil enep egile, ha penaos ez anavjont an eil egile dre an dimezell Linet. |
XXXIV | How Sir Gareth acknowledged that they loved each other to King Arthur, and of the appointment of their wedding. Penaos ez anzavas Sir Gareth o c'harantez d'ar roue Arzhur, hag a-zivout deiziadañ o eured. |
XXXV | Of the Great Royalty, and what officers were made at the feast of the wedding, and of the jousts at the feast. A-zivout Tud Roueel Veur, ha pe ofiserien a voe anvet e fest an eured, hag a-zivout ar stourmadennoù er fest. |
Thus endeth this tale of Sir Gareth of Orkney that wedded Dame Lionesse of the Castle Perilous. And also Sir Gaheris wedded her sister, Dame Linet, that was called the Damosel Savage. And Sir Agrabaine wedded Dame Laurel, a fair lady and great, and mighty lands with great riches gave with them King Arthur, that royally they might live till their lives' end. Here followeth the VIII book, the which is the first book of Sir Tristram de Liones, and who was his father and his mother, and how he was born and fostered, and how he was made knight. Evel-mañ ez echu istor Sir Gareth ag Inizi Orc'h hag a zimezas d'an itron Lioness a Gastell Pirilhus. |
Levrlennadur
kemmañ- Le Morte d'Arthur