Le Morte d'Arthur / Eil istor
The Noble Tale Betwyxt Kynge Arthure and Lucius the Emperor of Rome, "An istor nobl etre ar Roue Arzhur ha Lucius impalaer Roma", eo eil istor Le Morte Darthur ar skrivagner saoz Sir Thomas Malory (c. 1416 – 14 a viz Meurzh 1471), a skrivas pa oa bac'het e London adalek 1468 betek 1470.
Un henvoulladenn eus Le Morte Darthur a voe graet e 1485 gant William Caxton (c. 1422 – c. 1491) e London.
Diwar un eilskrid eus oberenn Malory hag un dornskrid all e labouras Caxton. Kentoc'h eget moullañ an eizh istor evel e oant bet skrivet gant Malory e kavas gwelloc'h o rannañ en 21 levrenn ha 504 fennad, setu e ya eil istor Malory d'ober al levrenn V, 12 pennad ennañ.
Dornskrid ha henvoulladur
kemmañSetu amañ penaos e voe rannet eil istor Le Morte Darthur gant William Caxton, hag ar pezh a zo kontet ennañ.
Thomas Malory The Noble Tale Betwyxt Kynge Arthure and Lucius the Emperor of Rome An istor nobl etre ar Roue Arzhur ha Lucius impalaer Roma | |||
---|---|---|---|
William Caxton | |||
Levrenn V (12 pennad) | |||
I | How twelve aged ambassadors of Rome came to King Arthur to demand truage for Britain. Penaos e teuas daouzek kannad hoalet eus Roma davet ar roue Arzhur da c'houlenn groñs truaj digant Breizh. | ||
II | How the kings and lords promised to King Arthur aid and help against the Romans. Penaos e c'hrataas an rouaned hag an aotrouien d'ar roue Arzhur skoazell ha sikour enep ar Romaned. | ||
III | How King Arthur held a parliament at York, and how he ordained the realm should be governed in his absence. Penaos e vodas ar roue Arzhur ur parlamant e York, ha penaos e c'hourc'hemennas ma vije gouarnet ar rouantelezh e-pad e ezvezañs. | ||
IV | How King Arthur being shipped and lying in his cabin had a marvellous dream and of the exposition thereof. Penaos, hag eñ lestret ha gourvezet en e gambr, en devoe ar roue Arzhur un hunvre varvailhus hag a-zivout an displegadenn anezhi. | ||
V | How a man of the country told to him of a marvellous giant, and how he fought and conquered him. Penaos e kontas dezhañ ur gwaz diwar ar maez diwar-benn ur ramz marvailhus, ha penaos e stourmas outañ hag en e faezhas. | ||
VI | How King Arthur sent Sir Gawaine and other to Lucius, and how they were assailed and escaped with worship. Penaos e kasas ar roue Arzhur Sir Gawain hag un den all da Lucius, ha penaos e voent arsailhet hag e tiflipjont gant enor. | ||
VII | How Lucius sent certain spies in a bushment for to have taken his knights being prisoners, and how they were letted. Penaos e lakaas Lucius lod spierion e par evit kemer e varc'heion a oa prizonet, ha penaos e voent skoilhet. | ||
VIII | How a senator told to Lucius of their discomfiture, and also of the great battle between Arthur and Lucius. Penaos e kontas ur senedour da Lucius a-zivout o feurfaezhidigezh, hag ivez a-zivout an emgann meur etre Arzhur ha Lucius. | ||
IX | How Arthur, after he had achieved the battle against the Romans, entered into Almaine, and so into Italy. Penaos ez eas Arzhur tre en Alamagn goude bout echuet an emgann enep ar Romaned, hag alese en Italia. | ||
X | Of a battle done by Sir Gawaine against a Saracen, which after was yielden and became Christian. A-zivout un emgann graet gant Sir Gawain enep ur Sarrazin, a godianas goude hag a droas da gristen. | ||
XI | How the Saracens came out of a wood for to rescue their beasts, and of a great battle. Penaos e teuas ar Sarrazined er-maez eus ur c'hoad evit sikour o loened, hag a-zivout un emgann meur. | ||
XII | How Sir Gawaine returned to King Arthur with his prisoners, and how the King won a city, and how he was crowned Emperor. Penaos e tistroas Sir Gawain d'ar roue Arzhur gant e brizonidi, ha penaos e c'hounezas ar roue ur geoded, ha penaos e voe kurunennet impalaer. | ||
Thus endeth the fifth book of the conquest that King Arthur had against Lucius the Emperor of Rome, and here followeth the sixth book, which is of Sir Launcelot du Lake. Evel-henn ez echu ar pempvet levr a-zivout an aloubadeg en devoe ar roue Arzhur enep Lucius Impalaer Roma, hag amañ da-heul ar c'hwec'hvet levr, a zo a-zivout Sir Lanselod al Lenn. |
Levrlennadur
kemmañ- Le Morte d'Arthur
Gwelout ivez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (en) Howard Pyle, The Story of King Arthur and His Knights, TeXSet Press, 2011 (ISBN 978-0-9835-1940-9)