Le Morte d'Arthur / 6vet istor

The Noble Tale of the Sankgreal, "Istor nobl ar Graal Santel", eo c'hwec'hvet istor Le Morte Darthur ar skrivagner saoz Sir Thomas Malory (c. 141614 a viz Meurzh 1471), a skrivas pa oa bac'het e London adalek 1468 betek 1470.

Un henvoulladenn eus Le Morte Darthur a voe graet e 1485 gant William Caxton (c. 1422c. 1491) e London.
Diwar un eilskrid eus oberenn Malory hag un dornskrid all e labouras Caxton. Kentoc'h eget moullañ an eizh istor evel e oant bet skrivet gant Malory e kavas gwelloc'h o rannañ en 21 levrenn ha 504 fennad, setu e ya c'hwec'hvet istor Malory d'ober al levrennoù XIII betek XVII, 76 pennad en holl.

Dornskrid ha henvoulladur

kemmañ
 
Pajenn gentañ Le Morte Darthur
Moullerezh Caxton, 1485

Setu amañ penaos e voe rannet c'hwec'hvet istor Le Morte Darthur gant William Caxton, hag ar pezh a zo kontet ennañ.

Thomas Malory
The Noble Tale of the Sankgreal
Istor nobl ar Graal Santel
William Caxton
Levrenn XIII (20 pennad)  
I How at the vigil of the Feast of Pentecost entered into the hall before King Arthur a damosel, and desired Sir Launcelot for to come and dub a knight, and how he went with her.
Penaos da veilhadeg ar Pantekost e teuas un dimezell tre er sal dirak ar Roue Arzhur, hag a c'hoantaas e teuje Sir Lanselod da armañ ur marc'heg, ha penaos ez eas-eñ ganti.
II How the letters were found written in the Siege Perilous and of the marvellous adventure of the sword in a stone.
Penaos e voe kavet al lizherennoù skrivet er Gador Birilhus[1] hag a-zivout planedenn varzhus ar gleze en ur maen.
III How Sir Gawaine assayed to draw out the sword, and how an old man brought in Galahad.
Penaos e klaskas Sir Gawain tennañ ar c'hleze kuit, ha penaos e voe degaset Galahad gant un den kozh.
IV How the old man brought Galahad to the Siege Perilous and set him therein, and how all the knights marvelled.
Penaos e voe degaset Galahad d'ar Gador Birilhus ha staliet warni gant an den kozh, ha penaos e vamas an holl varc'heien.
V How King Arthur shewed the stone hoving on the water to Galahad, and how he drew out the sword.
Penaos e tiskouezas ar Roue Arzhur ar maen o neuñvial war an dour da C'halahad,ha penaos e tennas ar c'hleze kuit.
VI How King Arthur had all the knights together for to joust in the meadow beside Camelot or they departed.
Penaos e vodas ar Roue Arzhur an holl varc'heien evit ur stourmadenn en ur bradenn e-kichen Kamelod a-raozk ma loc'hjent kuit.
VII How the queen desired to see Galahad; and how after, all the knights were replenished with the Holy Sangreal, and how they avowed the enquest of the same.
Penaos e c'hoantaas ar rouanez gwelout Galahad ; ha penaos da c'houde e voe adleuniet an holl varc'heien gant ar Graal Santel, ha penaos e toujont klask hennezh.
VIII How great sorrow was made of the king and the queen and ladies for the departing of the knights, and how they departed.
Penaos e voe glac'haret-bras ar roue hag ar rouanez hag an itronezed kent dilec'h ar varc'heien, ha penaos e loc'hjont kuit.
IX How Galahad gat him a shield, and how they sped that presumed to take down the said shield.
Penaos e pourchasas Galahad ur skoed, ha penaos e sevenjont ar pezh a oa rekis evit distribilhañ ar skoed meneget.
X How Galahad departed with the shield, and how King Evelake had received the shield of Joseph of Aramathie.
Penaos ez eas Galahad kuit gant ar skoed, ha penaos en devoa ar Roue Evelake resevet ar skoed digant Jozeb Arimatia.
XI How Joseph made a cross on the white shield with his blood, and how Galahad was by a monk brought to a tomb.
Penaos e reas Jozeb ur groaz war ar skoed gwenn gant e wad, ha penaos e voe ambrouget Galahad betek ur bez gant ur manac'h.
XII Of the marvel that Sir Galahad saw and heard in the tomb, and how he made Melias knight.
A-zivout ar marvailh a welas hag a glevas Sir Galahad er bez, ha penaos e varc'hegas Melias.
XIII Of the adventure that Melias had, and how Galahad revenged him, and how Melias was carried into an abbey.
A-zivout ar blanedenn en devoe Melias, ha penaos e voe dialet gant Galahad, ha penaos e voe douget Melias betek un abati.
XIV How Sir Galahad departed, and how he was commanded to go to the Castle of Maidens to destroy the wicked custom.
Penaos ez eas Sir Galahad kuit, ha penaos e voe gourc'hemennet dezhañ mont da Gastell ar Gwerc'hezed[2] a-benn distrujañ ar c'hustum direizh.
XV How Sir Galahad fought with the knights of the castle, and destroyed the wicked custom.
Penaos e stourmas Sir Galahad enep marc'heien ar c'hastell, hag e tistrujas ar c'hustum direizh.
XVI How Sir Gawaine came to the abbey for to follow Galahad, and how he was shriven to a hermit.
Penaos e teuas Sir Gawain d'an abati evit mont da heul Sir Galahad, ha penaos e kofesas gant ur penitiour.
XVII How Sir Galahad met with Sir Launcelot and Sir Percivale, and smote them down, and departed from them.
Penaos e kejas Sir Galahad ouzh Sir Lanselod ha Sir Parzival, hag en o divarc'has, hag en o c'huitaas.
XVIII How Sir Launcelot, half sleeping and half waking, saw a sick man borne in a litter, and how he was healed with the Sangreal.
Penaos e welas Sir Lanselod, damgousket ha damzihun, ur c'hlañvour douget en ul leter, ha penaos e voe pareet gant ar Graal Santel.
XIX How a voice spake to Sir Launcelot, and how he found his horse and his helm borne away, and after went afoot.
Penaos e komzas ur vouezh ouzh Sir Lanselod, ha penaos e kavas e varc'h hag e helm kaset kuit, hag e valeas goude.
XX How Sir Launcelot was shriven, and what sorrow he made and of the good ensamples which were shewed him.
Penaos e kofesas Sir Lanselod, ha penaos e c'hlac'haras hag a-zivout ar skouerioù mat a voe diskouezet dezhañ.
Here endeth off the history of Sir Launcelot.
And here followeth of Sir Percivale de Galis, which is the fourteenth book.


Amañ ez echu istor Sir Lanselod.
Hag amañ da-heul a-zivout Sir Parzival a Gembre, hag eo ar pevarzekvet levr.
Levrenn XIV (10 pennad)  
I How Sir Percivale came to a recluse and asked counsel, and how she told him that she was his aunt.
Penaos e teuas Sir Parzival davet ur gloastrenn hag e c'houlennas kuzul, ha penaos e lavaras-hi dezhañ e oa e voereb.
II How Merlin likened the Round Table to the world, and how the knights that should achieve the Sangreal should be known.
Penaos e keñverias Merzhin an Daol Grenn gant ar bed, ha penaos e rankjed anavout ar varc'heien hag a sevenje ar Graal Santel.
III How Sir Percivale came into a monastery, where he found King Evelake, which was an old man.
Penaos e teuas Sir Parzival d'ur manati, ma kavas ar Roue Evelake, hag a oa ur c'hozhiad.
IV How Sir Percivale saw many men of arms bearing a dead knight, and how he fought against them.
Penaos e welas Parzival kalz gwazed ag armoù o tougen ur marc'heg marv, ha penaos e stourmas enepto.
V How a yeoman desired him to get again an horse, and how Sir Percivale's hackney was slain, and how he gat an horse.
Penaos e fellas d'un halabarder en devije-eñ ur marc'h a-nevez, ha penaos e voe lazhet inkane Parzival, ha penaos en devoe ur marc'h.
VI Of the great danger that Sir Percivale was in by his horse, and how he saw a serpent and a lion fight.
A-zivout an arvar bras ma voe Parzival abalamour d'e varc'h, ha penaos e welas un aerouant hag ul leon o stourm an eil enep egile.
VII Of the vision that Sir Percivale saw, and how his vision was expounded, and of his lion.
A-zivout ar weledigezh a welas Sir Parzival, ha penaos e voe displeget e weledigezh, hag a-zivout e leon.
VIII How Sir Percivale saw a ship coming to him-ward, and how the lady of the ship told him of her disheritance.
Penaos e welas Sir Parzival ul lestr o tont davetañ, ha penaos e kontas itron al lestr dezhañ a-zivout he dishêradur.
IX How Sir Percivale promised her help, and how he required her of love, and how he was saved from the fiend.
Penaos e c'hrataas Sir Parzival he skoazellañ, ha penaos en he goulennas evit karantez, ha penaos e voe saveteet diouzh an droukspered.
X How Sir Percivale for penance rove himself through the thigh; and how she was known for the devil.
Penaos e toullas Sir Parzival e vorzhed evit pinijenn ; ha penaos e voe-hi anavet evel an diaoul.
Here endeth the fourteenth book, which is of Sir Percivale. And here followeth of Sir Launcelot, which is the fifteenth book.
Amañ ez echu ar pevarzekvet levr, hag a zo a-zivout Sir Parzival. Hag amañ da-heul a-zivout Sir Lanselod, hag eo ar pemzekvet levr.
Levrenn XV (6 pennad)  
I How Sir Launcelot came to a chapel, where he found dead, in a white shirt, a man of religion, of an hundred winter old.
Penaos e teuas Sir Lanselod d'ur chapel, ma kavas un den a relijion marv, en ur c'hrez gwenn, oadet kant goañvezh.
II Of a dead man, how men would have hewn him, and it would not be, and how Sir Launcelot took the hair of the dead man.
A-zivout un den marv, penaos e fellas da wazed e zispenn, ha ne fellas ket dezhañ, ha penaos e kemeras Sir Lanselod blev an den marv.
III Of an advision that Sir Launcelot had, and how he told it to an hermit, and desired counsel of him.
A-zivout ur weledigezh en devoe Sir Lanselod, ha penaos en e gontas d'ur penitiour, hag e c'hoantaas kuzul digantañ.
IV How the hermit expounded to Sir Launcelot his advision, and told him that Sir Galahad was his son.
Penaos e tisplegas ar penitiour e weledigezh da Sir Lanselod, hag e lavaras dezhañ e oa Sir Galahad e vab.
V How Sir Launcelot jousted with many knights, and how he was taken.
Penaos e stourmadennas Sir Lanselod gant kalz marc'heien, ha penaos e voe kemeret.
VI How Sir Launcelot told his advision to a woman, and how she expounded it to him.
Penaos e kontas Sir Lanselod e weledigezh d'ur vaouez, ha penaos en he displegas-hi dezhañ.
Here leadeth off the story of Sir Launcelot, and speak we of Sir Gawaine, the which is the sixteenth book.
Amañ ez echu istor Sir Lanselod, ha komzomp a-zivout Sir Gawain, hag eo ar c'hwezekvet levr.
Levrenn XVI (17 pennad)  
I How Sir Gawaine was nigh weary of the quest of the Sangreal, and of his marvellous dream.
Penaos e voe Sir Gawain peuzskuizh gant klask ar Graal Santel, hag a-zivout e hunvre varvailhus.
II Of the advision of Sir Ector, and how he jousted with Sir Uwaine les Avoutres, his sworn brother.
A-zivout gweledigezh Sir Ektor, ha penaos e stourmadennas gant Sir Uwain ar Bastard, e vreur touet.
III How Sir Gawaine and Sir Ector came to an hermitage to be confessed, and how they told to the hermit their advisions.
Penaos e teuas Sir Gawain ha Sir Ektor d'ur peniti evit kofesa, ha penaos e kontjont o gweledigezhioù d'ar penitiour.
IV How the hermit expounded their advision.
Penaos e tisplegas ar penitiour o gweledigezhioù.
V Of the good counsel that the hermit gave to them.
A-zivout ar c'huzul mat a voe roet dezho gant ar penitiour.
VI How Sir Bors met with an hermit, and how he was confessed to him, and of his penance enjoined to him.
Penaos e kejas Sir Bors gant ar penitiour, ha penaos e kofesas gantañ, hag a-zivout ar binijenn a voe berzet dezhañ.
VII How Sir Bors was lodged with a lady, and how he took upon him for to fight against a champion for her land.
Penaos e voe lojet Sir Bors gant un itron, ha penaos e sammas stourm enep ur c'hampion evit he douaroù.
VIII Of an advision which Sir Bors had that night, and how he fought and overcame his adversary.
A-zivout ur weledigezh en devoe Sir Bors en noz-se, ha penaos e stourms hag e peurfaezhas e enebour.
IX How the lady was returned to her lands by the battle of Sir Bors, and of his departing, and how he met Sir Lionel taken and beaten with thorns, and also of a maid which should have been devoured.
Penaos e voe distroet an itron d'he douaroù dre emgann Sir Bors, hag a-zivout e zilec'h, ha penaos e kejas ouzh Sir Lionel kemeret ha skoet gant drein, hag ivez a-zivout ur plac'h yaouank hag a vije bet piaouet.
X How Sir Bors left to rescue his brother, and rescued the damosel; and how it was told him that Lionel was dead.
Penaos ez eas Sir Bors kuit evit saveteiñ e vreur, hag e saveteas an dimezell ; ha penaos e voe lavaret dezhañ e oa marv Lionel.
XI How Sir Bors told his dream to a priest, which he had dreamed, and of the counsel that the priest gave to him.
Penaos e kontas Sir Bors e hunvre d'ur beleg, en devoa hunvreet ennañ, hag a-zivout ar c'huzul a voe roet dezhañ gant ar beleg.
XII How the devil in a woman's likeness would have had Sir Bors to have lain by her, and how by God's grace he escaped.
Penaos e fellas d'un diaoul e stumm ur vaouez e c'hourvezje Sir Bors en he c'hichen, ha penaos ez achapas dre c'hras Doue.
XIII Of the holy communication of an Abbot to Sir Bors, and how the Abbot counselled him.
A-zivout kiminiadezh santel un abad da Sir Bors, ha penaos e voe kuzuliet gant an abad.
XIV How Sir Bors met with his brother Sir Lionel, and how Sir Lionel would have slain Sir Bors.
Penaos e kejas Sir Bors ouzh e vreur Sir Lionel, ha penaos e fellas da Sir Lionel lazhañ Sir Bors.
XV How Sir Colgrevance fought against Sir Lionel for to save Sir Bors, and how the hermit was slain.
Penaos e stourmas Sir Colgrevance enep Sir Lionel evit saveteiñ Sir Bors, ha penaos e voe lazhet ar penitiour.
XVI How Sir Lionel slew Sir Colgrevance, and how after he would have slain Sir Bors.
Penaos e lazhas Sir Lionel Sir Colgrevance, ha penaos e fellas dezhañ lazhañ Sir Bors goude.
XVII How there came a voice which charged Sir Bors to touch him not, and of a cloud that came between them.
Penaos e teuas ur vouezh a c'hourc'hemennas da Sir Bors na stekiñ outañ, hag a-zivout ur goumoulenn hag a zeuas etrezo.
And thus endeth the sixteenth book, which is of Sir Gawaine, Ector de Maris, and Sir Bors de Ganis, and Sir Percivale.
And here followeth the seventeenth book, which is of the noble knight Sir Galahad.


Hag evel-mañ ez echu ar c'hwec'hvet levr, a zo a-zivout Sir Gawain, Ektor de Maris, ha Sir Bors de Ganis, ha Sir Parzival.
Hag amañ da-heul ar seitekvet levr, a zo a-zivout ar marc'heg nobl Sir Galahad.
Levrenn XVII (23 fennad)  
I How Sir Galahad fought at a tournament, and how he was known of Sir Gawaine and Sir Ector de Maris.
Penaos e stourmas Sir Galahad en un tournamant, ha penaos e voe anavet gant Sir Gawain ha Sir Ektor de Maris.
II How Sir Galahad rode with a damosel, and came to the ship whereas Sir Bors and Sir Percivale were in.
Penaos e varc'hegas Sir Galahad gant un dimezell, hag e teuas d'ul lestr m'edo Sir Bors ha Sir Parzival.
III How Sir Galahad entered into the ship, and of a fair bed therein, with other marvellous things, and of a sword.
Penaos ez eas Sir Galahad tre el lestr, hag a-zivout ur gwele brav eno, gant traoù marvailhus arall, hag a-zivout ur c'hleze.
IV Of the marvels of the sword and of the scabbard.
A-zivout marvailhoù ar c'hleze hag a-zivout ar gouin.
V How King Pelles was smitten through both thighs because he drew the sword, and other marvellous histories.
Penaos e voe skoet ar Roue Pelles a-dreuz e zivvorzhed abalamour ma tennas ar c'hleze, hag istorioù marvailhus arall.
VI How Solomon took David's sword by the counsel of his wife, and of other matters marvellous.
Penaos e kemeras Salaun kleze David diwar guzul e wreg, ha dodennoù marvailhus arall.
VII A wonderful tale of King Solomon and his wife.
Un istor dreist a-zivout ar Roue Salaun hag e wreg.
VIII How Galahad and his fellows came to a castle, and how they were fought withal, and how they slew their adversaries, and other matters.
Penaos e teuas Sir Galahad hag e strollad d'ur c'hastell, ha penaos e voe stourmet outo ouzhpenn, ha penaos e lazhjont o enebourien, ha dodennoù arall.
IX How the three knights, with Percivale's sister, came unto the same forest, and of an hart and four lions, and other things.
Penaos e teuas an tri marc'heg, gant c'hoar Parzival, en hevelep koadeg, hag a-zivout ur c'harv ha pevar leon, ha troù arall.
X How they were desired of a strange custom, the which they would not obey; wherefore they fought and slew many knights.
Penaos e voe goulennet diganto ober diouzh ur c'hustum iskis, ar pezh a nac'hjont ; en abeg da se e stourmjont hag e lazhjont kalz marc'heien.
XI How Sir Percivale's sister bled a dish full of blood for to heal a lady, wherefore she died; and how that the body was put in a ship.
Penaos e tiwadas c'hoar Sir Parzival ur pladad gwad evit pareañ un itron, ar pezh he lakaas da vervel ; ha penaos e voe lakaet ar c'horf en ul lestr.
XII How Galahad and Percivale found in a castle many tombs of maidens that had bled to death.
Penaos e kavas Galahad ha Parzival en ur c'hastell bezioù merc'hed yaouank hag o devoa diwadet betek mervel.
XIII How Sir Launcelot entered into the ship where Sir Percivale's sister lay dead, and how he met with Sir Galahad, his son.
Penaos e teuas Sir Lanselod tre el lestr m'edo c'hoar marv Parzival en he gourvez, ha penaos e kejas ouzh Sir Galahad, e vab.
XIV How a knight brought unto Sir Galahad a horse, and bade him come from his father, Sir Launcelot.
Penaos e tegasas ur marc'heg ur marc'h da Sir Galahad, hag e lavaras dont a-berzh e dad, Sir Lanselod.
XV How Sir Launcelot was to-fore the door of the chamber wherein the Holy Sangreal was.
Penaos edo Sir Lanselod dirak dor ar gambr m'edo ar Graal Santel.
XVI How Sir launcelot had lain four-and-twenty days and as many nights as a dead man, and other divers matters.
Penaos e oa chomet Sir Lancelot en e c'hourvez e-pad pevar devezh war 'n ugent ha kement arall a nozvezhioù evel un den marv, ha dodennoù liesdoare arall.
XVII How Sir Launcelot returned towards Logris, and of other adventures which he saw in the way.
Penaos e tistroas Sir Lanselod war-du Logris, hag a-zivout troioù-kaer arall a welas war an hent.
XVIII How Galahad came to King Mordrains, and of other matters and adventures.
Penaos e teuas Galahad davet ar Roue Mordrains, hag a-zivout dodennoù ha troioù-kaer arall.
XIX How Sir Percivale and Sir Bors met with Sir Galahad, and how they came to the castle of Carbonek, and other matters.
Penaos e kejas Sir Parzival ha Sir Bors ouzh Sir Galahad, ha penaos e teujont da gastell Karbonek, ha dodennoù arall.
XX How Galahad and his fellows were fed of the Holy Sangreal, and how Our Lord appeared to them, and other things.
Penaos e voe maget Sir Galahad hag e strollad gant ar Graal Santel, ha penaos en em ziskouezas Hon Aotrou dezho, ha traoù arall.
XXI How Galahad anointed with the blood of the spear the Maimed King, and of other adventures.
Penaos ez olevas Galahad ar Roue Mac'hagnet gant gwad ar goaf, hag a-zivout troioù-kaer arall.
XXII How they were fed with the Sangreal while they were in prison, and how Galahad was made king.
Penaos e voent maget gant ar Graal Santel p'edont er c'harc'har, ha penaos e voe lakaet Galahad da roue.
XXIII Of the sorrow that Percivale and Bors made when Galahad was dead; and of Percivale how he died, and other matters.
A-zivout glac'har Parzival ha Bors pa varvas Galahad ; hag a-zivout penaos e varvas Parzival, ha dodennoù arall.
Thus endeth the history of the Sangreal, that was briefly drawn out of French into English,
the which is a story chronicled for one of the truest and the holiest that is in this world, the which is the xvii book.
And here followeth the eighteenth book.


Evel-mañ ez echu istor ar Graal Santel, hag a voe troet berr diwar ar galleg e saozneg,
hag a zo kroniket evel unan eus ar re wirañ hag ar re santelañ a zo er bed-mañ, hag eo al levr XVII.
Hag amañ da-heul emañ an triwec'hvet levr.

Skeudennoù

kemmañ

Amañ ar skeudenn nemeti a voe graet gant Aubrey Beardsley (1872-1898) evit 6vet istor Le Morte d'Arthur, embannet gant J. M. Dent & Co., London, 1893-1894.

Levrlennadur

kemmañ
Le Morte d'Arthur

Gwelout ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Ur gador lezet goullo ouzh an Daol Grenn, miret gant Merzhin evit ar marc'heg a sevenje klask ar Graal Santel.
  2. War harzoù Kembre emañ, pa lenner e korf ar pennad : [...] and there ran beside it a fair river that hight Severn; "hag eno e rede en e gichen ur stêr vrav anvet Severn".