Leda hag an alarc'h (Leonardo da Vinci)
Leda hag an alarc'h (Wilton) | |
Cesare da Sesto, 1505-1510 | |
eoullivadur war lien | |
96,5 × 73,7 cm | |
Wilton House | |
Salisbury | |
Bro-Saoz | |
Leda hag an alarc'h zo un daolenn gant Leonardo da Vinci hag a zo aet da goll, nemet anavezet eo dre ar studiennoù graet gantañ, tresadennoù diwar e zorn, hag an eillivadurioù zo bet graet gant e ziskibien evel Cesare da Sesto.
Ar vojenn
kemmañLeda, merc'h roue Etolia ha pried Tindareos, roue Sparta en harlu. Karet eo gant Zeus a deu d'ober e lez dezhi e korf un alarc'h. Diwar e garantez ez eus ganet daou vugel: Elena ha Polideükes, ganet en ur vi, tra ma'z eo ganet Kastor ha Klitemnestra en ur vi all[1].
Taolennoù
kemmañMeur a daolenn a zo bet livet diwar taolenn pe studioù Leonardo.
Peurvuiañ e weler ur vaouez c'hadalus, an doueez Leda, o vriata un alarc'h, an doue Zeus, hag eñ ur gurunenn aour en e gerc'henn.
E-harz treid Leda emañ ar vioù a vije ganet anezho ar c'hoarezed Elena ha Klitemnestra hag an Dioskured, ar vreudeur Kastor ha Polideukes.
Leda hag an alarc'h (Roma) | |
Cesare da Sesto, 1510-1520 | |
tempera war goad | |
112 × 86 cm | |
Galleria Borghese | |
Roma | |
Italia | |
En taolennoù anavezet ez eus kevredet daou vare disheñvel, hini emgav Leda hag an evn, ha hini diglorañ ar vioù ha ganedigezh ar pevar bugel.
Istor
kemmañEr Galleria Borghese en Roma emañ an daolenn abaoe 1693. N'ouzer ket gant piv e voe urzhiet avat.
Leda war bennoù he daoulin
kemmañGiampietrino, Leda hag he bugale (1508 -1513)
kemmañCesare da Sesto, Leda hag an alarc'h (1505 - 1515)
kemmañPell amzer e voe soñjet e oa diwar zorn Leonardo. Hiziv e soñjer e oa un eillivadur, ha n'eo ket diwar an daolenn orin, met un oberenn all savet diwar ar c'hartoñs graet gant Cesare da Cesto diskibl da Leonardo.
Eillivadurioù
kemmañKen brudet e oa Leda Leonardo ma voe graet kalz a eillivadurioù anezhi.
Notennoù
kemmañ- ↑ Hervez doareoù all eo mibien da Dibdareos eo Kastor ha Polideükes.
Levrlennadur
kemmañ- "Leonardo", Los grandes genios del arte, n.º 17, Eileen Romano (dir.), Unidad Editorial, S.A., 2005, ISBN 84-89780-69-2