Kastor (Κάστωρ/ Kástôr, e gregach) ha Polydeükes (Πολυδεύκης, Polydeúkês), zo daou vreur, anvet ivez an Dioskured (Διόσκουροι/Dioskouroi, da lâret eo « Mibien Zeus »), e mojennoù Hellaz kozh. Gevelled int, mibien da Leda, ha breudeur da Elena, plac'h brezel Troia, ha da g-Klytaimnestra.

Kastor ha Polideükes e liorzh Palez Versailhez.
Gwallidigezh merc'hed Leukippos, livet gant Rubens

Mojenn

kemmañ

Ganet int bet e Sparta gant Leda. Hervez Homeros ez int mibien da d-Tyndareos o-daou.

Desket o deus da Herakles an doare da embregañ ar c'hezeg ha d'en em gannañ gant armoù. Kemer a reont perzh en ergerzhadenn an Argonaoted hag e chaseadenn war-lerc'h hoc'h-gouez Kalydon. En em gannañ a reont ouzh Theseüs en devoa skrapet o c'hoar Elena. Skrapañ a reont merc'hed Leukippos, Foibe hag he c'hoar Hilaeira, hag en emgannañ ouzh o c'hendirvi Idas ha Lynkeüs an Argonaot, a varv en emgann, ha Kastor da-heul.

Mervel a reont o-daou etre skrapadenn Elena hag an dekvet bloavezh seziz war Droia (Ilias, III, 236–244). Lakaet int da zoueed goude-se.

Azeulerezh

kemmañ

E Sparta emañ al lec'h pennañ ma vezont azeulet. Pindaros a rae anezho « Merourien Sparta » (ταμίαι Σπάρτας, tamiai Spartas, Xet telenngan nemean, 52). Daou int evel rouanez Sparta. Gwareziñ a reont arme ar geodediz a gas atav d'ar brezel un hollad div vazh liammet etrezo hag anvet δόκανα, dokana en henc'hresianeg (diwar δοκός, dokos, an hordenn, ar varrenn).

Azeulet e vezont ivez en Olympia hag en Aten e lec'h ma vezont anvet Ἄνακες (Anakes en henc'hresianeg, furm gozh eus al liester ἄναξ, anax, « an aotrou »), hag e Samothrake e lec'h ma vezont lesanvet Κάϐειροι (Kabeiroi).

Diwanañ a reas azeulerezh Kastor ha Polydeükes e Tusculum hag e Roma ivez. E 484 kent J.-K. e oa savet un templ evite war forom Roma evit trugarekaat anezho eus o skoazell e kombat al lenn Regille. Alies e vez dalc'het bodadennoù ar sened eno.

 
Tetradrakm arc'hant eus ar roue gresian-ha-baktrian Eukratides I (171-145 kent J.-K.) gant an Dioskouroi.
Tu kroaz: Penn Eukratides I. Tokarn kinklet gant kerniel ha divskouarn tarv.
Tu pil: An Dioskouroi, Pep hini o terc'hel ur barr palmez en dorn kleiz, ur speg en dorn dehou. Enskrivadenn : BASILEOS MEGALOI EUKRATIDOI "Roue bras Eukratides".


 
An Dioskouroi war ur pezh moneiz eus an impalaer roman Maxentius
 
An Dioskured, delwenn e kannati Alamagn e Sant Petersbourg e 1913

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.