Legio I Germanica[1] a oa bet savet, war a seblant, war-dro 48 kent J.-K. gant Jul Kezar d'ar mare ha ma oa o vrezeliñ ouzh Pompeius.

He lesanv Germanica, bet roet dezhañ da vare Tiber, ne zeu ket abalamour e vefe bet savet gant Germaned, mes dre berzh maz e oa o stourm e Germania.

Diasur eo e istor betek 14 goude J.-K.. Soñj e vez ha goude un emgann gentañ Dyrrachium[2] e-kichen Jul Kezar, e chomas tost dezhañ, ha goude ha ma oa bet drouklazhet, e chomas tost da Aogust.

Kaset e vije bet da vro Spagn evit stourm ouzh Cantabred hag Astured. Eno e vefe bet trec'het meur a wech. Abalamour da se en dije kollet e cognomen Augusta.

Staliet da gentañ e-kichen Köln, e voe kaset er bloaz 35 da sevel kamp Castra Bonnensia (Bonn).

Goude emlazh Neron, d'an 11 Mezheven 68, ha drouklazh Galba, d'ar 15 Genver 69, ec'h embannas Legio I Germanica Vitellius, e jeneral, da impalaer.

Diskaret e voe Vitellius gant Vespasian d'an 20 a viz Kerzu 69, ha trec'het Legio I Germanica gant lejionoù Vespasian.

Ar peurrest eus Legio I Germanica zo bet enframmet e-barzh Legio VII Gemina.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. An niverenn e sifroù roman roet d'ul lejion a c'hall bezañ forc'hellek. Da vare ar Republik roman e veze savet al lejionoù e-pad ar goañv da vrezeliñ e-doug an hañv ha divodet e vezent a-raok fin an hañv da gaout amzer da vediñ. Roet e veze un niverenn dezhe hervez an urzh ma oant savet. Ar memes lejion a c'halle eta kaout un niverenn disheñvel hervez ar bloaz. An niverennoù I da IV a veze miret evit al lejionoù renet gant ar gonsuled. Dindan an impalaeriezh e oa niverennet al lejionoù savet gant an impalaerien adalek « I ». Kalz nemedennoù a voe neoazh. Aogust e-unan a viras lejionoù kozh gant o niverenn urzh kozh. Vespasian a roas d'al lejionoù a grouas niverennoù lejionoù a oa bet divodet. Kentañ lejion Trajan he doa an niverenn XXX, rak 29 lejion a oa dija. A-wezhioù e oa div lejion gant ar memes niverenn d'ar memes mare. Abalamour da se e oa ouzhpennet ul lesanv cognomen pe un anv a verke orin al lejionerien (Italica = a orin eus Italia), pe ur bobl trec'het gant al lejion (Parthica = trec'h war ar Barted), pe anv an impalaer hag e gens, pa oa bet savet gant an impalaer e kaoz, pe evel ur merk a enor (Galliena, Flavia), (3) pe ur perzh eus al lejion (Pia fidelis = leal). An anv « Gemina » a veze roet d'ul lejion savet diwar div lejion all pe muioc'h c'hoazh pa oa bet kollet kalz soudarded en emgann. En testennoù, ar sifroù « 4 » ha « 9 » evit ober anv eus al lejionoù a veze skrivet « IIII » ha « VIIII » kentoc'h evit « IV » ha « VIIII (Adkins (1994) pp. 55 ha 61).
  2. hirie Durrës