Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Louis Philippe Marie Victor Leopold II a Velgia (9 a viz Ebrel 183517 a viz Kerzu 1909), a voe Roue Belgiz adalek an 10 a viz Kerzu 1865 betek e varv.

Leopold II a Velgia
Leopold II ouzh un timbr belgiat

Bez' e oa ivez priñs Belgia, dug Saks, priñs Saks-Kobourg-Gotha, dug Brabant (1835-1865), impalaer personel Kongo (1884-1908), a zegouezhas da vout roue war-lerc'h e dad Leopold Kentañ e 1865. Louise a Orleañs e oa anv e vamm. Penegwir e varvas e vab en e raok eo e niz Alberzh Kentañ a voe roue war e lerc'h.

Brudet e voe ar roue-se abalamour m'en doa un drevadenn dezhañ e-unan, a oa anvet "Stad dizalc'h Kongo", ma renas warni eus 1884 da 1908. Rankout a reas tud Kongo mont da zastum kaoutchoug er goadeg, un danvez a oa ezhomm bras anezhañ evit bandennoù-rod ar c'hirri-tan a groged d'ober e labouradegoù Europa. Gant an domani prevez-se ne voe ket pell ar roue o pinvidikaat

Kalz a savadurioù hag a vonumantoù a voe savet e Brusel gant ar roue "saver-tiez" war-bouez an arc'hant tennet eus pinvidegezhioù naturel Kongo.
Goude ur vrudadeg etrebroadel kaset gant Breizhveuriz, Edmund Dene Morel en o fenn, hag a ziskulie an torfedoù heugus a veze graet er vro gant an drevadennerien, goude danevellskrid Casement, e voe ret d'ar roue cheñch penn d'ar vazh. Reiñ e Gongo d'ar vroad velgiat a reas, hag ar gouarnamant belgiat d'hec'h envel "Kongo belgiat" neuze.

Ur serc'h en doa Leoplod II, Caroline Lacroix (18831948), ha bugale o doe.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.