Les Beaux Gosses
Les Beaux Gosses zo ur film gallek, sevenet gant ar filmaozour gall Riad Sattouf e 2009.
Gopret e voe Riad Sattouf er rummad « Gwellañ film kentañ » da-geñver pempvet lid ha tregont ar César, bet dalc'het d'ar 27 a viz C'hwevrer 2010. Un tammig a-raok (d'ar 15 a viz Genver) e oa bet gopret an daou aktour yaouank pennañ Vincent Lacoste hag Anthony Sonigo gant Priz Lumières ar gwellañ aktour yaouank.
Fichenn deknikel
kemmañ- Doare : Komedienn,
- Skoazellerien-sevener : Elsa Amiel ha Franklin Ohanessian,
- Senario : Riad Sattouf ha Marc Syrigas,
- Kevredadoù produiñ : Les Films des Tournelles (Pariz), Pathé Cinéma ha Studio 37 (Pariz),
- Produourez : Anne-Dominique Toussaint,
- Rener produiñ : Jean-Jacques Albert,
- Kevredad dasparzhañ : Pathé Distribution,
- Rener ar skeudenniñ : Dominique Colin,
- Ijinour ar son : Laurent Benaïm,
- Aozer ar sonerezh orin : Flairs ha Riad Sattouf,
- Kinklourez : Marie Cheminal,
- Dilhataerez : Mimi Lempicka,
- Farderez : Avril Carpentier,
- Ficherez-vlev : Marilyne Scarselli,
- Skriptourez : Christine Raffa-Catonné,
- Frammerez : Virginie Bruant,
- Luc'hskeudenner leurenn : Walter Limot,
- Prantad filmañ :,
- Lec'h filmañ : Roazhon (Il-ha-Gwilun),
- Deiziad dont er-maez : 17 a viz Mae (da-geñver Festival de Cannes), 10 a viz Mezheven 2009 ( Bro-C'hall),
- Padelezh : 90'.
An danvez
kemmañEmañ Hervé o chom gant e vamm, ur vaouez dizimezet skoet gant ur diwaskadenn badus. Evel e vignon Camel ez eo sorc'hennet ar c'hrennard er merc'hed, en aner dre ma c'hwit an daou geneil war o zaol bep tro. Ne zeuont ket a-benn da gevezañ ouzh Loîc, pabor ar skolaj Éric Tabarly (e Roazhon) a zo sot an holl grennardezed gantañ ! Seblantout a ra dezhe ned int barnet nemet da hunvreal dirak pajennoù 'zo e katalog La Redoute... pa gompren Hervé ez eo piket kalon Aurore — ur plac'h e-touez koantenned e glasad — outañ.
Roll ar gomedianed
kemmañ- Vincent Lacoste : Hervé,
- Anthony Sonigo : Camel,
- Alice Trémolières : Aurore,
- Julie Scheibling : Laura,
- Camille Andreys : Meryl,
- Robin Nizan-Duverger : Benjamin,
- Baptiste Huet : Loïc,
- Simon Barbery : Mohamed,
- Irwan Bordji : Anaïs,
- Yanis Aït-Ali : Mahmoude,
- Loreleï Chenet : Mégane,
- Sihem Namani : Sadia,
- Salomé Durchon : Nolwenn,
- Noémie Billy : Océane,
- Emma Grégory : Emma,
- Thania Perez : Jenifer,
- Lise Bordenave : Sabrina,
- Louis Bankowsky : Goulven,
- Nicolas Bouissy : Koulmen,
- Pablo Eskenazi : Pablo,
- Victorien Rolland : Wulfran,
- Maya De Rio Campo : Leslie,
- Florence Dottel : Françoise,
- Noémie Lvovsky : mamm Hervé,
- Irène Jacob : mamm Aurore,
- Christophe Vandevelde : tad Hervé,
- Yannig Samot : tad Anaïs,
- François Hassan Guerrar : tad Camel,
- Emmanuelle Devos : ar renerez,
- [...].