Les Ramoneurs de Menhirs

Les Ramoneurs de Menhirs
Les Ramoneurs de menhirs gant Louise Ebrel e 2017.

Bro orin Bro C'hlazig ( Breizh)
Doare(où) Sonerezh Breizh, punk, rock
Bloavezhioù oberiant 2006-
Label(ioù) Coop Breizh
Lec'hienn ofisiel Lec'hienn ofisiel

Izili Éric Gorce, Richard Bévillon, Gwénaël Kere, Loran
Izili bet er strollad Maurice Jouanno
Endro Louise Ebrel

Les Ramoneurs de Menhirs zo ur strollad punk brezhonek bet savet e 2006. Eric Gorce a son ar vombard, Richard Bévillon ar binioù kozh, Maurice Jouanno a zo kaner (e brezhoneg Gwened) ha Loran - bet soner er Bérurier Noir er bloavezhioù 80 - zo gitarour. Klevet e vezont e-kerzh sonadegoù a bep seurt ha troet mat int gant meur a stourm : brezhoneg, ekologiezh, gwirioù ar pobloù, stourmoù sokial hag a-enep d'ar varc'hadourien-avel...

Istor ar strollad

kemmañ
 
Bévillon/Gorce (An Oriant 2009)

Savet eo bet ar strollad e 2006. Goude un nebeud sonadegoù ec'h enrollont ar bladenn studio gentañ, «Dañs an diaoul». Ar ganerez Louise Ebrel, merc'h Eugénie Goadeg anezhi, a vez klevet e-barzh meur a ganaouenn en albom. Ar Ramoneurs de Menhirs a gemer perzh e-barzh gouelioù meur etrekeltiek an Oriant. E miz Genver 2008, e reont ur droiad dre Europa (Bro-Skos, Bro-Frañs, Bro-Suis). E miz Ebrel e ya ar maout ganto e kenstrivadeg Kan ar Bobl, e-barzh rummad ar strolladoù sonerezh. E miz Ebrel 2010 e savont un eil pladenn, «Amzer an dispac'h» hec'h anv. D'an 10 a viz Mae e oant e Roazhon o seniñ dirak an dud kanaouenn "ofisiel" Ar Redadeg.

O sonerezh

kemmañ

Dibar a-walc'h eo dre ma vez mesket enni gitar-tredan punk ha boest-lusk Loran asambles gant ur c'houblad binioù-kozh/bombard ha sonioù hengouneloc'h. Gwech an amzer e pedont arzourien a bep seurt da seniñ ganto : Louise Ebrel, Gilles Servat, bagad Kemper, bugale ar skolioù brezhonek da geñver ar Redadeg 2010... Daoust dezho implijout sonioù kozh e vez modern a-walc'h temoù o c'hanaouennoù : enno e klever pozioù diwar-benn saveteiñ koad Breselien, Nicolas Sarkozy hag ar gevredigezh c'hall a-vremañ, ar stourmoù sokial, ar stourmoù evit adunaniñ Naoned ouzh peurrest Breizh ha kas ar brezhoneg war-raok, gwirioù Indianed an Amerik, ar gwir da vutuniñ drammoù zo...

Plijout a reont kenaén d'ar re yaouank, d'ar re gozh avat e vez diaesoc'h chom da selaou sonerezh ken trouzus.

O fladennoù

kemmañ

Kerne Izel, 2006

kemmañ

Gant Louise Ebrel ha Maurice Jouanno

Dañs an Diaoul, 2007

kemmañ
  1. K,A
  2. BellARB
  3. Dañs gwadek 1 (Plinn) (diwar Gilles Servat)
  4. Yaw ha yaw ha yaw (An Dro)
  5. Nomades (diwar Ze6)
  6. Edan ur blez (Laridé)
  7. Na gast na matezh (Gavotenn Bourlet)
  8. Captain Kirk (Diwar Spizzenergi)
  9. Dañs Gwadeg 2 (Plinn)
  10. Vive le feu (diwar Bérurier noir)
  11. 'Vel un tour-tan (gavotenn vras)

Amzer an dispac’h, 2010

kemmañ
  1. Unnek Gwezh
  2. Oy ! Oy ! Oy !
  3. La Blanche Hermine
  4. Menez Unan
  5. Tamm Kreiz
  6. Menez Daou
  7. If the Kids ar United (diwar Sham 69)
  8. Marijanig
  9. Ya'at'eeh
  10. Auschwitz planète (diwar Tromatism)
  11. Breizhistañs

Dastumad pladennoù

kemmañ

Albomoù

kemmañ
Albomoù (studio)
Bloaz Albom Renkadur Unanennoù
Frañs (pladennoù)
2007 Dañs an Diaoul 19 000+ (Mae 2010)[1]
2010 Amzer an dispac'h 143[2] 5 000+ (Mae 2010)[1]
2014 Tan ar Bobl
2017 Breizh Anok 134[3]
  • 60 000 unanenn a voe gwerzhet betek 2012 evit an albomoù Dañs an Diaoul hag Amzer an dispac'h, hervez "Aujourd'hui en France"[4].
  • Ouzhpenn 50 000 unanenn a voe gwerzhet eus an holl pladennoù betek 2017, hervez Coop Breizh[5].

Liammoù

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 « Le nouvel album des Ramoneurs de menhirs », Le Télégramme,‎ 24 a viz Mae 2010, e lec'hienn letelegramme.fr
  2. https://lescharts.com/showinterpret.asp?interpret=Les+Ramoneurs+de+Menhirs
  3. http://www.snepmusique.com/tops-semaine/top-albums-physiques/?ye=2017&we=26
  4. J.C., « Les Ramoneurs de Menhirs marient punk et tradition », Aujourd'hui en France,‎ 18 a viz Mae 2012
  5. http://www.coop-breizh.fr/7946-cd-les-ramoneurs-de-menhirs-breizh-anok-parution-juin-2017-3359340161733.html