Levr Ruth

Levr Ruth[1],[2] pe Rout[3] (hebreeg : מגילת רות‎ Megilath Ruth, "roll Ruth") zo ul levr eus ar Bibl. Kontañ a ra istor Ruth a zo mamm-guñv d'ar roue David.

"Rout e park Boaz", gant Julius Schnorr von Carolsfeld, 1828

DiverrañAozañ

 
"Naomi o lavarout da Rout hag Orpa distreiñ da Voab", gant William Blake, 1795

En amzer an istor-mañ edo ar varnerien o ren pobl Israel. Naonegezh a voe, hag un tiegezh israelat eus Betlehem, anezhañ Elimelec'h, e wreg Naomi, hag o mibion Mahelon ha Kileyon, a zivroas da Voab. Mervel a reas Elimelec'h, hag ar vibien a zimezas da vaouezed eus Moab : Mahelon da Rout ha Kileyon da Orpa.

Ruth a zegemeras doue pobl Israel evel he doue. Naomi eo he mamm-gaer.

Mervel a reas Mahelon ha Kileyon. Divizout a reas Orpa chom e bro Voab. pa zibabas Rout mont gant he mamm-gaer da Vetlehem. Sikouret e voe an div gant Boaz a oa eus kerentiezh Elimelec'h.

Priediñ a reas Boaz da Rout. Genel a reas ur mab, Oved,[4] hag a voe tad Yese (pe Ishai), tad David.

Pennadoù karAozañ

NotennoùAozañ

  1. Hervez an droidigezh e Bibl ar Gonideg e 1866.
  2. Hervez Histor Zantel Eozen-Vari Madeg, 1929, p. 85
  3. Hervez troidigezh An Tour-Tan
  4. Rt 4,16


Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.